From Wikipedia, the free encyclopedia
The Twelve Days of Christmas (Daouzek Deiz an Nedeleg) zo ur ganaouenn saoznek a vez kanet da Nedeleg. Ur ganaouenn da gontañ daouzek deiz an Nedeleg, ar Gourdeizioù, ha da venegiñ daouzek prof da bep hini anezho. Embannet e voe e bro-Saoz e 1780. Krediñ a reer eo a orin gall. "The Twelve Days of Christmas" zo meneget er Roud Folk Song Index en niverenn 68. Kartennoù Nedeleg a ziskouez an daouzek prof, ha da gentañ « A partridge in a pear tree », ur glujar en ur wezenn ber.
"The Twelve Days of Christmas" zo da ganañ war gresk, da lavarout eo e teu ur werzenn nevez bep taol da greskiñ ar ganaouenn. Daouzek gwerzenn zo, ouzhpenn an diskan, ma lavarer petra eo ar profoù roet bemdez gant an dousig ("my true love" er ganaouenn) a-hed an daouzek deiz.
Meur a zoare zo d'ar c'homzoù, met setu hini Frederic Austin e 1909.
Goude e vez ouzhpennet
A orin gall e ve an ton, hogen anavet e oa e Lec'hlenn er XVIvet kantved. E deroù an XXvet kantved e voe darngemmet gant Frederic Austin adalek ar pemp gwalenn aour (The New Oxford Book of Carols). E zoare eo a glever peurvuiañ bremañ.
Kinniget e voe evel c'hoari-eñvoriñ e Mirth without Mischief (c'hoari hep ober sotoni), un dastumad c'hoarioù evit ar vugale eus dibenn an [[XVIIIVet kantved}} (~1780).
Un doare brezhonek zo bet savet ivez.(Daveoù a vank)
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.