The Devil's Own
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
The Devil's Own a zo ur film aozet e 1997 gant Alan J. Pakula. E-touez an aktourien emañ Harrison Ford, Brad Pitt, Rubén Blades, Natascha McElhone ha Treat Williams.
Remove ads
Synopsis
Frankie McGuire (Brad Pitt) a zo genidik eus Belfast. 8 bloaz eo pa wel e dad o vezañ lazhet gant ul lez-soudard lealour. Deuet d'e oad e teu da vezañ ezel eus an IRA da c'hortoz. Goude un emgann gwadek e kêr a-enep soudarded vreizhveurat e tec'h d'ar Stadoù-Unanet. Un barner a-du gant an IRA a gav evitañ ur skoas e ti ur familh O'Meara a orin iwerzhonat. Koulskoude ne anavez ket an tiegezh-mañ, poliser an tad (Harrisson Ford), obererezhioù sponter Frankie McGuire en deus cheñchet e anv da Rory Devaney. Rory ha Tom O'Meara en em vignon zoken. Rory a zo o chom hag o labourat e New York City, met klask a ra ivez gwerzhañ fuc'helloù Stinger da zistreiñ da Hanternoz Iwerzhon...
Remove ads
Rolloù
- Harrison Ford - Tom O'Meara
- Brad Pitt - Rory Devaney/Francis Austin McGuire
- Margaret Colin - Sheila O'Meara
- Rubén Blades - Edwin Diaz
- Treat Williams - Billy Burke
Filmet e Greenport NY (Long Island).
Fichenn deknikel
- Titl : The Devil's Own
- Filmaozañ : Alan J. Pakula
- Senario : David Aaron Cohen, Vincent Patrick ha Kevin Jarre
- Produiñ : Robert F. Colesberry, Lawrence Gordon, Shari Hamrick, Karen L. Thorson, Donald Laventhall ha Lloyd Levin
- Kevredigezh produiñ : Columbia Pictures
- Koust : 80 milion Dollar amerikan (60,71 milion euro)
- Sonerezh : James Horner
- Luc'hskeudenniñ : Gordon Willis
- Frammañ : Tom Rolf et Dennis Virkler
- Klinkadur : Jane Musky
- Costumes : Joan Bergin ha Bernie Pollack
- Bro : Stadoù-Unanet Amerika
- Furmad : Liv - 2,35:1 - SDDS - 35 mm
- Danvez : Drama, film skrij (thriller)
- Pad : 111 munut
- Deizhiat dont er-maez : 13 Meurzh 1997 (Spagn), 26 Meurzh 1997 (Stadoù-Unanet, Frañs)
En-dro d'ar film
- Filmet eo bet an traoù e 1996 e Montclair ha New York e SUA, hag e Clogherhead ha Dulenn en Iwerzhon.
- Remake Shake Hands with the Devil eo ar film-se. Ur film amerikan-iwerzhonat aozet gant Michael Anderson e 1959.
- Film diwezhañ Alan J. Pakula eo. Marvet eo bet en ur gwallzarvoud war an hent e 1998.
- N'eo ket bet degemeret mat ar film gant ar publik. Marteze abalamour d'emdroadurioù politikel en Iwerzhon er mare-se .
Remove ads
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads