Teskanv

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Un teskanv a zo ur berradur eus un anvadur savet gant un hollad lizherennoù-tal hag a ya d'ober ur ger. Da skouer :

A-wechoù e vez lennet lizherenn-ha-lizherenn : SAE : "es-sa-e", URSS : "u-er-es-es" ; a-wechoù all e c'haller lenn ar ger evel pa vije ur gwir c'her : NASA : "na-sa", UNESCO : "unesko"... Evit ar re ziwezhañ-mañ e vez graet gant ar ger gwreskanv.

Er bed a-vremañ e vez ur bern teskanvioù. Evit embregerezhioù, aozadurioù politikel ha sevenadurel, melestradurioù, teknikoù (LCD, DVD, PDF, JPG...), met ivez evit tud gant anvioù hirik un tamm, evel DSK (Dominique Strauss-Kahn), NKM (Nathalie Kosciusko-Morizet), PPDA (Patrick Poivre d'Arvor), hag all.

Remove ads

Gwelet ivez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads