E Mitologiezh an Azteked e oa Tecciztecatl doue al lorc'h, deuet da vezañ un doue eus al Loar, an "den el loar"[1]. Tēcciztēcatl, distaget /teːk.sis.ˈteː.kat͡ɬ/, a dalvez e yezh an Azteked kement ha "den eus Tēcciztlān", un anv lec'h hag a dalvez "Plasenn ar grogenn vras", eus tēcciztli pe "krogenn-vras" ; anvet ivez Tecuciztecatl, pe Teucciztecatl, eus ar stumm tēucciztli. Mab e oa da Dlaloc, doue ar glav, ha da Chalchiuhtlicue, doueez ar stêrioù hag al lennoù. En Tonalpohualli, deiziadur an Azteked, e tiwall ar c'hwec'hvet rummad triwec'h devezh anvet Miquiztli « marv ».

Thumb
Un dresadenn eus Tecciztecatl, unan eus an doueed taolennet er C'hodex Borgia
Thumb
Tecciztecatl, er C'hodex Borgia, ur pezh krogenn wenn gantañ

Krediñ a rae an Azteked e oant o vevañ en ur bed a oa en e benn rummadoù doueed eus an Heol. Ar pempvet e oa an hini diwezhañ, anvet Tonatiuh. Marvet e oa an tri c'hentañ abalamour da varradoù-amzer, jagoared pe glav-pil. Beuzet e oa ar pevare gant un dic'hlann pa droas an dud e pesked hag a lammas er mor. Goude marv ar pevare heol, an Azteked a grede e oa en em dolpet an doueed da zivizout peseurt doue a vefe an heol kentañ. Savet e oa un tantad gante da aberzhiñ an hini en em ginnigfe. Daou zoue – Nanahuatzin ha Tecciztecatl – o doa c'hoant da gaout an enor-se. Nanahuatzin, un doue paour, a oa choazet rak forzh penaos e c'halled tremen heptañ. Tecciztecatl lorc'hus an tamm anezhañ a c'houlennas groñs kaout an enor-se, met d'ar ar mare diwezhañ e chomas da dortal. Nanahuatzin a ziskouezas muioc'h a galon hag a lampas en tan. Tecciztecatl, kavet kalonegezh d'e dro, a heulias Nanahuatzin, ha daou heol disheñvel a lugernas er memes mare en oabl. Droug a savas en doueed rak Tecciztecatl, pinvidik ha leun a lorc'h, en doa heuliet Nanahuatzin, un doue uvel, ha teurel a rejont ur c'honifl ouzh penn Tecciztecatl da gastizañ anezhañ en abeg d'e laoskentez. Chom a reas roud ar c'honifl war e zremm, ar pezh a lakaas sked Tecciztecatl da zigreskiñ kement ha ken bihan ne c'halled e weled nemet da noz, deuet e oa da vezan al Loar[2].

E skeudennoù zo e touge Tecciztecatl ur pikol krogenn wenn gantañ war e gein, tēucciztli e Nahouatleg, a aroueze al Loar hec'h-unan. E skeudennoù all en doa eskell ur valafenn.

Notennoù

Levrlennadur

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.