From Wikipedia, the free encyclopedia
Tchingiz Aytmatov (kirgizeg: Чыңгыз Айтматов, Çıñğız Aytmatov, چىڭعىز ايتماتوۋ, distaget [tʃɯŋˈʁɯs ɑjtˈmɑtəf]; rusianeg: Чинги́з Тореку́лович Айтма́тов, Tchingiz Torekoulovitch Aytmatov) (12 Du 1928 - 10 Mezheven 2008) a oa ur skrivagner e kirgizeg ha rusianeg. Kirgiz e oa e dad met Tatarez e oa e vamm ; kargidi e oant o-daou. Harzet e voe e dad e 1937, tamallet dezhañ bezañ "broadelour" kirgiz, ha lakaet d'ar marv e 1938.
Abred e krogas ar mab da labourat hag a bep seurt micherioù a reas. E 1946 e krogas d'ober studioù en ur skol labour-douar e Frunze, met buan e cheñchas ha mont a reas da Voskva da studiañ al lennegezh, etre 1956 ha 1958. Goude e labouras evit ar gazetenn Pravda. Kregiñ a reas ivez da skrivañ lennegezh, e rusianeg hag e kirgizeg. E romant anavezetañ, Jamila, a voe embannet e 1958. Meur a briz en devoe gant e levrioù en Unaniezh Soviedel, evel ar Priz Lenin e 1963.
Daoust ma embannas muioc'h a skridoù e rusianeg eget e kirgizeg (lod eus e skridoù kirgizek a droas e-unan e rusianeg) e oa e oberenn un daolenn eus buhez an dud e Kirgizstan. Troet e voe e skridoù e meur a yezh : saozneg, galleg, alamaneg, nederlandeg... Savet e voe meur a film diwar e levrioù.
Goude bezañ bet ezel eus poellgor kreiz Strollad Komunour Kirgizstan e teuas da vezañ kuzulier e-kichen Mikhail Gorbatchev e 1985. E 1990 e oa kannadour diwezhañ an Unvaniezh Soviedel e Luksembourg. Etre 2000 ha 2008 e voe kannadour Kirgizstan e Bro-C'hall ha broioù Beneluks, hag annezet e oa e Brusel.
Mervel a reas en un ospital e Nürnberg, en Alamagn d'an 10 a viz Mezheven 2008. Beziet e voe e Kirgizstan d'ar 14 a viz Mezheven hag ouzhpenn 20 000 den a deuas d'e obidoù.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.