From Wikipedia, the free encyclopedia
An dartezenn a zo ur meuz par d'ar wastell, graet gant un toaz hag ur gwarnisadur sukret warnañ, a-wechoù sall. A bep seurt toazioù a zo : toaz bresk, toaz feilhennet, toaz sablek, hag all. Tartez a vez debret abaoe ar Grennamzer. Gwestell simpl ha mat war un dro, erru mat e vezont gant al lipouzerien.
Gant frouezh e vezont graet peurliesañ. An dartezenn avaloù eo an hini vrudetañ. Implijet e vez abrikez, prun (mirabel da skouer), sivi, flamboez, per, sitroñs, rubarbez ivez. Tartez sukr, karamel, chokolad zo ivez. An dartezenn giz Normandi zo un dartezenn avaloù gant ur gwarnisadur graet gant bleud, vioù, dienn, sukr hag ur bannig calvados. An dartezenn Tatin zo un dartezenn avaloù war he genoù.
Debret e vezont yen pe glouar an aliesañ. Gallout a reer ouzhpennañ dienn, dienn Chantilly, mereng, chokolad war ar gwarnisadur. Servijet e vezont da zibenn-pred pe da verenn-vihan peurliesañ en Europa.
Gant legumaj e vezont graet (pour, ognon...), pesked (eog, toun ha tomatez...), kig pe keuz.
Debret e vezont tomm pe glouar an aliesañ. Servijet e vezont da zigor-pred pe da veuz pennañ en Europa.
Ezhomm vez eus ur rodig-toaz evit pladañ an toaz, hag ur moull-tartez evit lakaat an dartezenn da boazhañ er forn. Gallout a reer servijout an tammoù gant ur balikell-westell.
Ur farsadenn vrudet eo da deurel un dartezenn dienn e dremm unan bennak, gant furlukined er sirk, gant aktourien sinema er c'homidiennoù, gant tudennoù tresadennoù-bev, etc. Noël Godin zo un tartezer brudet peogwir en deus "tartezaet" kalz tud brudet, en o zouez Bernard-Henri Lévy, ar pezh en deus degaset kounnar ar prederour ha c'hoarzh an holl. Fritez a vez taolet ivez d'ar pennoù bras a-wechoù e Belgia.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.