skrivagner gallek From Wikipedia, the free encyclopedia
Henri Beyle, Stendhal e anv-pluenn (23 Genver 1783, Grenoble - 23 Meurzh 1842, Pariz) a zo ur skrivagner gall, priziet diwar elfenniñ lemm santadoù an tudennoù ha diwar e stil diginkl-kenañ. Levezonet gant ar romantelezh saoz ha daoust m'eo bet un diaraoger d'ar romantelezh gall, n'en deus ket graet berzh evel skrivagner.
Kemeret en deus perzh e brezelioù an Dispac'h gall hag an Impalaeriezh C'hall Kentañ evel ofiser an dragoned ha melestrer milourel.
Emañ e vez e bered Montmartre e Pariz.
E Grenoble eo bet ganet Henri Beyle e 1783. P'eo marvet e vamm pa oa 7 e sav diaesterioù evit en em gompren gant e dad, Chérubin Beyle, un den a justis gant ur spered bourc'hiz ha strizh. E 1796 eo degemeret Stendhal e École centrale de Grenoble nevez krouet. Pa oa Alexandre Daru, ur c'henderv d'e vamm, merour al Lu Bras ez a Beyle da isofisour e Lu Italia dindan urzhioù Napoleon Iañ er bloavezioù 1800 ha 1801.
Aet da Bariz goude-se e klask gounid e vara er marc'hadourezh, met e klask brud er metoù lennegel hag hoalañ ar verc'hed ivez. Adkavet e vo lod eus e skiant-prenet e-barzh Julien Sorel, penntudenn ar romant "Le Rouge et le Noir" (Ar Ruz hag an Du).
Adalek 1810 ez a el Lu Bras endro evit kemer perzh e mererezh ar broioù aloubet, dreist-holl e Prusia e-lec'h emañ ur gêr Stendal e anv. Pa ziskar an Impalaerezh kentañ e 1814 ez a da chom e Milano, entanet gant ar vro, ar c'hustumoù, al lennegezh italianek hag ar Bel Canto. Skrivañ a ra meur a oberenn levezonet gant Italia hag unan a-bouez bras, an arnodskrid "De l'amour" (Diwar-benn ar garantez).
E 1821 eo rediet Stendhal gant an Aostrianed, mistri ar vro, mont kuit eus Milano pa ne blij ket dezho e venozioù frankizour.
Deuet da Bariz en-dro ha n'en deus arc'hant ken ez a da darempredoù gant ar metoù lennegel ha degemeret e vez er saloñsoù lennegezh. Anavezout a ra ur strollad skrivagnerien hag e kav un diskibl dezhañ e-unan, Prosper Mérimée. Embannet eo e skridoù e kelaouennoù'zo hag e skriv arnodskridoù. E 1827 e teu er-maez e romant kentañ, Armance, met a ra berzh gant Le Rouge et le Noir, embannet e 1830 e prantad Dispac'h an Teir Devezh illur, da lavaret eo Dispac'h 1830. P'en deus soutenet an dispac'h eo anvet koñsul e Civitavecchia, ur gêrig ha ur porzh-kenwerzh, 80 km eus Roma.
E Civitavecchia e kav hir e amzer hag e c'houlenn an aotre da guitaat e bost an aliesañ ma c'hell ken ez a da veajiñ dre Italia ha Bro-C'hall e-pad mizioù. Mont a ra d'ober un tamm Tro-Breizh, met ne blij ket dezhañ kundu ha yezh Brezhoned'zo. Pa ne c'hell mont da benn echuiñ oberennoù'zo (Souvenirs d'égotisme,Lucien Leuwen...) e skriv ur bennoberenn, romant la Chartreuse de Parme embannet e 1839. MMervel a reas a-daol trumm e-pad noz an 22 d'an 23 meurzh 1842.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.