Stafa

From Wikipedia, the free encyclopedia

Stafa

Stafa (Staffa e saozneg) a zo unan eus an Inizi Gall tostañ, e gwalarn Bro-Skos. Dont a ra an anv eus ar ger norsek staf a dalvez kement ha "kolonenn". Un enezenn vihan didud eo, war-hed 10 km er c'hornôg da enez Muile.

Mougev Fingal e Stafa
Stafa gwelet eus an oabl
56°26'52,945" N 6°21'2,161" W

Dont a ra touristed a-leizh e-pad an hañv da welet an aodoù serzh, ar mougevioù hag ar c'holonennoù stummet gant ar c'herreg.
Mougev Fingal a reer eus ar vougev vrasañ, e kreisteiz an enezenn. Gweladennet eo bet gant a bep seurt tud anavezet, ar rouanez Victoria, arzourien evel ar skrivagnerien Jules Verne, Theodor Fontane, Walter Scott... hag ar sonaozour Felix Mendelssohn. Awenet e voe hemañ gant e veaj pa savas e bezh-sonerezh Die Hebriden (Die Fingalshöhle), a zegasas kalz a vrud d'an enezenn.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.