Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Stadoù-Meur 1789 (Les États généraux de 1789) a voe un emvod meur gant kannaded teir urzh ar gevredigezh eus rouantelezh Bro-C'hall a voe galvet gant Roue Bro-C'hall ha Navarra, Loeiz XVI, d'ar 24 a viz Genver 1789.
1139 kannad a voe dilennet eus ar broioù dilenn, hervez reolenn hollek ar 24 a viz Genver 1789 gant an taolennoù ouzhpennadur, hag er broioù stad hervez o reolennoù dibar.
Goude ma voe doublet an niver a gadorioù evit kannaded an Trede-urzh, lakaet da dalvezout adal ar 27 a viz Kerzu 1788 dre lezenn, ha goude ma voe nac'het gant kannaded an noblañs eus Breizh da vont di, deputeed an Trede-urzh a voe ar re niverusañ.
Lizher galvadenn d'ar Stadoù-Meur e Versailhez
Digoret e voe an emvod d'ar 5 a viz Mae 1789, dre un abadenn tonius aozet gant mestr-meur al lidoù eus Bro-C'hall Henri-Évrard marquis de Dreux-Brézé, en ur sal da c'hortoz a oa bet savet buan-ha-buan gant an tisavour Pierre-Adrien Pâris. Lec'hiet e oa ar sal a-dreñv ar savadur hôtel des Menus-Plaisirs bali de Paris.
An deiz a-raok, ar 4 a viz Mae, an deputeed a oa erruet dija e Versailles o devoa kemeret perzh en ul lidambroug lesanvet hini ar sakramant santel, eus Iliz-veur Notre-Dame betek Iliz Sant-Loeiz.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.