From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar stêr Uruguay, pe Río Uruguay e spagnoleg (pe Rio Uruguai e portugaleg) zo ur stêr-veur a 1500 km eus Kreisteizamerika. Redek a ra eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz.
Diwar an anv Urugua'ý, e gwaranieg, hag a dalvez "stêr an evned livet" .
Eieniñ a ra er Serra do Mar e Brazil, ha mont etrezek ar c'hornôg; tremen a ra etre stadoù Santa Catarina ha Rio Grande do Sul.
Goude-se e tro war-zu ar c'hreisteiz hag ober a ra an disparti etre div vro, Arc'hantina ha Brazil: war al lez kornôk emañ proviñsoù ar Mesopotamia arc'hantinat, da lavarout eo Misiones, Corrientes hag Entre Ríos, ha war al lez reter emañ stadoù Brazil.
Pelloc'h e ra an disparti etre Arc'hantina, atav er c'hornôg, ha departamantoù Uruguay er reter: Artigas, Salto, Paysandú, Río Negro, Soriano ha Colonia.
Aberiñ a ra neuze er Meurvor Atlantel a-gevret gant ar stêr Paraná d'ober ar Río de la Plata.
Pemp pont etrevroadel zo dreisti:
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.