Columbia (stêr)
stêr eus Kanada From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar stêr Columbia (Columbia River e saozneg) zo ur stêr e Norzhamerika, an hini hirañ e-touez ar re en em daol er Meurvor Habask. En em astenn a ra a-hed 1 953 km ha ledan-kenañ eo he genoù.

Eieniñ a ra er Menezioù Roc'hellek e British Columbia, e Kanada. Tremen a ra goude-se e stad Washington er Stadoù Unanet hag a-hed 500 km e verk ar vevenn etre Stadoù Washington hag Oregon. En em deurel a ra er mor etre kêrioù Ilwaco (Washington) hag Astoria (Oregon), en norzh da gêr Portland.
Bez' ez eo ar stêr norzhamerikan a genderc'h ar muiañ a energiezh war-bouez kreizennoù dourdredan.
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.