From Wikipedia, the free encyclopedia
Sofonisba ( ΣοΦονισβα e gregach, Saphanba'al e fenikianek ar C'hornôg), a oa ur briñsez eus Kartada, ganet e 235 kent JK ha marvet e 203 kent JK, brudet he c'hened, hag a voe rouanez Numidia en amzer an eil brezel punek.
Merc'h e oa da Hasdrubal Gisco, jeneral en arme Kartada. Da gentañ e oa bet prometet da v-Massinissa, roue Numidia ar reter (Massylian), pa oa yaouankik. Met e 206 kent JK ez eas Massinissa a-du gant Roma. Neuze e klaskas Hasdrubal un emglev all gant Sifaks, roue Numidia ar C'hornôg (Masaeisylian), a oa bet e-tu ar Romaned a-raok. Dimeziñ a reas Sofonisba da skoulmañ an emglev etre renerien Kartada ha Numidia.
Pa voe trec'het Sifaks gant Massinissa hag ar Romaned unanet e 203 ec'h orgedas Massinissa outi hag e timezas dezhi. Kement-se ne blijas ket d'ar jeneral roman Scipio, a c'houlennas groñs ma vije roet ar briñsez dezhañ da gemer perzh en e drec'hlid e Roma. Muioc'h a aon en doa Masinissa rak ar Romaned eget a garantez ouzh e wreg nevez. Neuze ez eas d'he c'havout, e touas e kare anezhi, met n'halle ket, emezañ, he dieubiñ nag he diwall diouzh konnar ar Romaned. Neuze e c'houlennas diganti mervel evel ur gwir briñsez eus Kartada.
Ha hi d'evañ ar c'hibad kontamm kinniget dezhi. Marteze ne vije bet na gwallet na boureviet, met un dizenor hag ur vezhekadenn e vije bet bezañ chadennet ha baleet dirak an engroez e Roma.
Kontet eo bet istor Sofonisba, kaeraet a dra sur, gant meur a istorour.
Meur a livour zo bet awenet gant istor Sofonisba.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.