From Wikipedia, the free encyclopedia
Sluis (distagañ ) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Zeeland en Izelvroioù. 307,01 km² eo gorread kumun Sluis (douar : 280,20 km², dour : 26,81 km² ). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 24 102 annezad enni. Krouet eo bet ar gumun d'ar 1añ a viz Genver 2007 pa voe kendeuzet Oostburg ha Sluis-Aardenburg. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober kumun Sluis : Aardenburg, Breskens, Cadzand, Draaibrug, Eede, Groede, Heille, Hoofdplaat, IJzendijke, Nieuwvliet, Oostburg, Retranchement, Schoondijke, Sint Anna ter Muiden, Sint Kruis, Terhofstede, Waterlandkerkje, Zuidzande ha Zwindorp. Ul lestr-treizh a zo da vont eus Breskens daVlissingen. Abaoe m'eo bet digoret riboul Westerschelde e-kichen Terneuzen e 2003 n'eus nemet troadeien ha marc'hhouarnerien a c'hall tapout al lestr-treizh.
Gwirioù-kêr a voe roet da Sluis e 1290. E 1340 e c'hoarvezas Emgann Sluis nepell. 2 324 annezad a oa e kêr Sluis d'ar 1añ a viz Genver 2009.
E kuzul-kêr kumun Sluis ez eus 19 dileuriad :
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.