From Wikipedia, the free encyclopedia
Enez Sgitheanach (e gouezeleg Skos An t-Eilean Sgitheanach distaget: [əɲ tʰʲelan s̪kʲiə.anəx]; Skye e saozneg, distaget [skaɪ̯]) zo un enezenn e Bro-Skos, ar vrasañ eus an Inizi Gall tostañ hag an hini zo ar pellañ en hanternoz. E-kreiz an enezenn ez eus menezioù, ha dreist-holl menezioù Cuillin.
Emañ ar boblañs o kreskiñ: 9 200 a dud a oa eno e 2001.
En Highland emañ an enez. Ur pont zo, anvet Skye Bridge, da zont eus an douar-bras. Port Rìgh zo ur porzhig koant, hag eno emañ ar gêr-benn. Un drederenn eus an dud a gomz gouezeleg.
Brudet eo kened ar vro, ar sevenadur gouezelek, al loened gouez (erered, demmed, eoged). Diazezet eo armerzh ar vro war an douristelezh, a zegouezh a-vernioù e-pad an hañv, ar sevel eoged, hag ar wiski.
,
En istor an enez e kaver levezonoù yezhoù disheñvel: gouezeleg, norseg, saozneg, ha ne vez ket aes atav digejañ orin an holl anvioù. An t-Eilean Sgitheanach eo an anv gouezelek (pe Sgiathanach, hervez ur c'hiz nevez). N'ouzer ket petra e talv avat[1] Meur a vartezeadenn zo bet graet, evel an "enez askellek" pe "the notched isle"[2] met n'eus bet kavet diskoulm splann ebet, ha gallout a rafe an anv dont eus ur yezh koshoc'h.[3].
E 1549 e skrive Donald Munro, dean an inizi: "This Ile is callit Ellan Skiannach in Irish, that is to say in Inglish the wyngit Ile, be reason it has mony wyngis and pointis lyand furth fra it, throw the dividing of thir foirsaid Lochis"[4].
1,656 km² dezhi, eil brasañ enezenn Bro-Skos eo Enez Sgitheanach war-lerc'h an hollad Leòdhas ha Na Hearadh. A-hed an aod e kaver ledenezioù ha plegoù-mor hag e-kreiz e sav torgennoù An Cuiltheann.
Al ledenezioù: Trotternish en hanternoz, Waternish, Duirinish, Minginish ha Strathaird er c'hornôg ha Sleat er c'hreisteiz.
An inizi tro-war-dro: Isay, Longay, Pabay, Ratharsair, Rònaigh, Scalpay, Soaigh ha Wiay.
Port Rìgh eo ar gêr vrasañ en hanternoz, gant 1 960 a dud[5]. E-touez ar c'hêrioù all emañ Cill Mo Luaig, Stafainn, Uig Dùn Bheagain An t-Ath Leathann, Ealgol, Armadal, Caol Acuinn (e-lec'h m'emañ ar pont a gas d'an douar bras).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.