From Wikipedia, the free encyclopedia
Stummadurioù a bep seurt a zo e Breizh evit studiañ ar c'henwerzh, ar management hag ar merañ. Skolioù prevez a zo, skolioù-meur publik a zo ivez.
Meur a breou teknikour uhel a denn ar c'henwerzh (BTS e galleg). Ensavadurioù skol-veur a deknologiezh (ESA) a zo ivez (IUT e galleg).
Bep skol kenwerzh he deus he diplom dezhi. Lod anezho a zo e-barzh ur genstrivadeg boutin.
Ar stummadurioù-mañ e tri bloaz a zo anvet « bachelor » (ul live angl-ha-saoz heñvel d'an aotreegezh). Tuta a reont dre ur genstrivadeg goude ar vachelouriezh.
Bez zo ivez tu ober ur stummadur bak+5 e Naoned gant an ISEG Group (Institut Supérieur Européen de Gestion), dre ar genstrivadeg PRISM. ISEG a zo ur skol c'hall eus Pariz he doa digoret meur a skol all er bloavezhioù 80, en o zouez unan e Naoned e 1989. Memestra gant IDRAC, ur skol c'hall hag he deus meur a lec'hioù, en o zouez unan e Naoned (kenstrivadeg TEAM).
Skolioù all o deus o amprouennoù degemer dezho :
Degemer eo an studierien dre ur genstrivadeg, peurliesañ goude ur c'hlas prientiñ armerzhel ha kenwerzhel. Ur genstrivadeg BCe (Banque commune d'épreuves) a zo boutin da skolioù uhel kenwerzh Breizh (Audencia, ESC Roazhon, Skol Kenwerzh Breizh Brest), ha kalz skolioù kenwerzh all e Bro-C'hall : ESSEC, HEC Paris, ESCP Business School, EM Lyon, EDHEC, Grenoble EM, Toulouse Business School, Skema Business School... Ur genstrivadeg all a zo, Ecricome, e lec'h n'eus skol vreizhat ebet, kavout a reer Neoma Business School, Kedge Business School...
Reiñ a reont ivez ar skolioù-mañ masteroù arbennikaet pe MBAoù.
Tu zo ober studioù kenwerzh, management ha merañ er skol-veur, e framm un diplom skol-veur a deknologiezh (DSD, e galleg DUT), un aotreegezh, ur master, e-barzh ensavadurioù merañ embregerezhioù (IAE e galleg).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.