From Wikipedia, the free encyclopedia
Skol-veur koshañ ha brasañ Breizh eo Skol-Veur Naoned. 33,000 studier a zo enni.
Diazezet e voe gant ar c'hannader Beltram Milon gant mennozh an Dug Frañsez II. Ar Pab Pi II a roas e asant dre vuilh pabel d'ar 4 a viz Ebrel 1460 e Siena.
Koulskoude e voe bet tremenet un hanter-kant bloaz bennak araok dont a-benn. Ur bern eus tud desket Lez Duked Breizh a oa bet e skolioù-meur en estrenvro (Añje ha Pariz dreist-holl). Mennet e oa an Duked eta da grouiñ ur skol-veur er vro evit stummañ ar frammerien ha kadarnaat o galloud. Koulskoude en doa nac'het ar Pab teir gwech diazezañ ur gevrenn doueoniezh en e vuilhoù e 1414, 1419 ha 1440 ablamour o doa anavezet an Duged pibien Avignon e-pad ar Sism bras.
Kevrennoù ar skol-veur nevez a oa an arzoù, ar gwir broiz ha Kanon an Iliz, ar medisinerezh hag an doueoniezh.
Pa voe staget Breizh ouzh Bro-C'hall er XVIvet kantved e cheñchas an traoù evit ar skol-veur. Dleout a rae hiviziken kevezañ ouzh Skol-Veur Añje diazezet e 1306, pe Roazhon hag a zegemer bremañ Parlamant Breizh. Treuzlatet e voe zoken kevrenn ar gwir da Roazhon gant Roue Bro-C'hall e 1735. Skol-Veur Naoned hag an holl skolioù-meur e Frañs a voe serret dre dekred ar Convention Nationale e miz Eost 1793.
Napoléon Bonaparte a ziazezas ur skol vedisinerezh e 1808. Un nebeud skolioù a voe krouet dre intrudu prevez e-pad an XIXvet kantved.
Naoned a zeu da vezañ kreizenn ur "rannvro" nevez d'an 29 a viz Kerzu 1961 : Akademiezh Naoned, gant Bro-Naoned ha departamantoù Maine-et-Loire, Mayenne, Vendée ha Sarthe (e-barzh Skol-Veur Caen betek aze), da lâret eo an tiriad hag a teuio da vezañ Broioù-al-Liger ar bloavezhioù 1970. Lodenn all Breizh a zo lakaet en ur akademiezh nevez anvet "Akademiezh Roazhon". Teir c'hevrenn nevez a annez war ribloù an Erzh : skiantoù, lizhiri ha gwir, ha diwezatoc'h tachennoù all evel ar sosiologiezh. Skol-Veur Naoned zo diazezet en-dro da vat e 1970, tost da dri c'hantved war-lerc'h he distrujadur, met disrannet ouzh ar peurrest eus Breizh ha staget ouzh kornog Bro-C'hall ar wech-mañ.
Ur skol-veur publik eo, Yves Lecointe he frezidant abaoe Meurzh 2007. E Akademiezh Naoned emañ hiziv, hag a glok gant ar rannvro velestradurel Broioù-al-Liger. Tuta a ra 3 000 den en holl.
Kalz sindikachoù studierien hag obererezhioù sevenadurel zo bodet enni.
Setu roll ar c'hevrennoù ha skolioù :
Michel Mayor, ur steredoniour suis, a gemenn d'ar 16 a viz Mezheven 2008 e Skol-Veur Naoned ez eus bet dizoloet evit ar wech kentañ teir ezplanedenn gant an hevelep tolz hag an Douar.
Ur romant istorel gant ar roazhonez Evelyne Brisou-Pellen, Le Fantôme de Maître Guillemin (Gallimard Folio junior) a zegouezh e Skol-Veur Naoned e 1481.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.