Ar sklaverezh zo ur reizhiad armerzhel ha kevredigezhel ma vez lakaet tud, sklaved anezho, da labourat dic'hopr evit ur mestr a zo perc'henn warno. Ret e vez d'ar sklaved sentiñ ouzh o mestr, ne vern petra eo e urzhioù.
Perc'henniezh eo ar sklaved, tennet pep frankiz diganto. Gwir o deus ar vistri d'o frenañ, gwerzhañ, feurmiñ hag eskemmañ evel n'eus forzh petore madoù all. Disheñvel eo ar sklaverezh istorel diouzh reizhad korvoiñ ar brizonidi dre ma veze reoliet gant lezennoù. Hiriv n'eus bro ebet hag a aotre ar sklaverezh, met daoust da se e c'hall mistri ar sklaved bezañ gwarezet gant al lezennoù.

Thumb
Skeudenn enep ar sklaverezh, Bro-Saoz, 1795
Thumb
Morianeta e Soudan, 1913

E meur a vro eo lakaet ar sklaverezh da "dorfed ouzh an denelezh".

Istor

Unan eus lezennaouegoù koshañ ar bed eo hini Hammourabi (roue Babilon, 1793-1750 KJK), ma embann lakaat kastiz ar marv e pleustr hervez Lezenn an Talion : neb a lazh a zle bezañ lazhet, mar lazh un den mab e amezeg e vo lazhet e vab dezhañ. Evit a sell ouzh ar sklaved avat ez eo disheñvel ar barn : neb a lazh unan eus sklaved e amezeg a rank pourchas unan nevez, ar pezh a ziskouez e oa rannet ar gevredigezh e strolladoù ma oa disheñvel talvoudegezh ar vuhez.
En Henc'hres, da veno Aristoteles (384-322 KJK), e oa ar sklaved binvioù bev[1].

Liammoù diavaez

Notennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.