Sinagogenn nevez Berlin
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Sinagogenn nevez Berlin (Neue Synagoge en alamaneg) lec’hiet e Oranienburger Straße, e Berlin, n’eo ket ur savadur nevez, daoust d’e anv. Savet eo bet en XIXvet kantved. Abalamour da riskloù surentez, sponterezh hag eneyuzeviezh e vez diwallet a-hed an amzer.
E-kreiz an XIXvet kantved e kreskas an niver a yuzevien a oa e Berlin. Tro 28 000 e oant e 1860. Ur sinagogenn nemetken a oa, e Heidereutergasse, nepell eus Hackescher Markt. Re vihan e oa. Ar gumuniezh yuzev a brenas an dachenn e 1856, ha lañset e voe ur genstrivadeg savourien e 1857. Gounezet e voe gant Eduard Knoblauch, ezel eus Akademiezh arzoù Prusia abaoe 1845. Anavaezet e oa gant ar yuzevien, rak kempennet en doa ar sinagogenn gozh, ha savet ivez an ospital yuzev. Met klañv e kouezhas, neuze e voe kemeret e blas gant ur mignon dezhañ anvet Friedrich August Stüler, lesanvet "savour rouaned Prusia". Kregiñ a reas al labourioù d’an 20 a viz Mae 1859. Ar Richtfest (gouel da lidañ fin al labourioù brasañ) a voe aozet e miz Gouere 1861. Goude-se e voe tapet dale. Chom a reas ar chanter a-sav da vare ar brezel a-enep Danmark (1864). Kaer-ruz e voe ivez ar c’hinklañ diabarzh. Da zevezh gouel Roch Hachana, d’ar 5 a viz Gwengolo 1866, e voe digoret ar sinagogenn. Otto von Bismarck a gemeras perzh el lid-digeriñ.
Ar goupolenn bennañ, a-us an trepas degemer, a zo goloet gant delioù aour, ha 50,21 m eo hec’h uhelder. An talbenn eus tu ar straed a zo 29m ledander dezhañ. En holl ez eo 97m donder an dachenn. An talbenn a sko war straed Oranienburger a zo kinklet gant brik ha pri poazh. Priaj livet a zo ivez. A-dreñv savadur an talbenn e kaver ar raksal, (un diahel tro 15 ° a zo abalamour da stumm an dachenn), ar raksinagogenn hag ar sal vras. Raktreset e oa bet e koustfe ar savadur 125 000 taler, a-benn ar fin e koustas 750 000 taler.
Er sal vras ez eus 3000 azezenn, 1800 evit ar baotred ha 1200 evit ar maouezed. Liesliv eo an diabarzh, ha sklaer-tre dre ma teu ar gouloù eus prinistri ar c'hostezioù hag eus ar goupolenn. A-fet modernelezh ar savadur e c'haller menegiñ ar frammoù dir, hag a weler da live ar pileroù livet, padal ne vezont ket wgelet da live ar goupolenn vras.
An du enepyuzevien a gavas mezhus ar goupolenn alaouret. E diabarzh ar gumuniezh yuzev e savas reuz ha disemglev ivez. Tud zo a soñjas e oa ken ispisial neuz ar savadur ken e c'hallfe lakaat en arvar kendeuz ar yuzevien er gevredigezh. Yuzevien tost ouzh an hengoun a rebechas mont en-dro al liderezh, kinkladur dibarzh ar savadur hag implij an ograoù a voe staliet e 1868. Ar virourien a guitaas ar sinagogenn e 1869, aozañ a rejont Adass Jisroel ha kuitaat a rejont ar gumuniezh e 1872.
E 1885, e teuas ar sinagogenn da vezañ sinagogenn ofisiel yuzevien Berlin.
E-pad pogromoù Nozvezh ar strink (Reichskristallnacht), etre an 9 hag an 10 a viz Du 1938, e krogas izili SA da blantañ tan er sinagogenn. Wilhelm Krützfeld, hag a oa ofiser polis er 16vet brigadenn, a dalas outo. Gervel a reas ar bomperien hag e teujont a-benn da lazhañ an tan. Heskinadennoù a rankas Krutzfeld gouzañv goude-se, hag hiziv an deiz ez eus ur blakenn da zerc'hel soñj eus ar pezh a reas, rak gwall galonek e voe, pa soñjer en endro politikel a oa d'ar mare-se. Implijet e voe en-dro ar sinagogenn azalek miz Ebrel 1939. Touelllivadur a vo lakaet ouzh ar goupolenn e-pad an brezel. Al lid relijiel diwezhañ a voe aozet d'an 30 a viz Meurzh 1940. Goude-se e voe dalc'het ar sinagogenn gant an arme, hag enni e voe berniet dafar.
Da nozvezh an 23 a viz Du 1943 e voe distrujet d avat ar sinagogenn, pa voe taolet bombezennoù gant kirri-nij Royal Air Force. Ur gumuniezh yuzev nevez a voe aozet goude ar brezel, hag an izili anezhi en em vodas e savadur melestradur ar sinagogenn, dr ema ne oa ket bet distrujet. O fal a oa adreiñ lañs d'ar yuzevelezh e Berlin, hag ivez da brientiñ divroañ ar yuzevien a felle dezho mont da Israel pe d'ar Stadoù-Unanet. Lodennoù distrujet a sinagogenn a voe diskaret da vat e-pad an hañv 1958, ha ne chome nemet al lodenn a skoe war straed Oranienburger.
Pa voe aozet darvoudoù da-geñver 50 vloaz Nozvezh ar strink e profitas yuzevien Berlin evit reiñ lañs da "Centrum Judaicum – Neue Synagoge Berlin". D'an 10 a viz Du 1998 e voe staliet tamm maen kentañ ar savadur a oa da zont. Meur a raktres a voe kinniget. Ne voe ket miret an hini e bal adlakaat ar sinagogenn evel ma oa a-raok, rak adkaset e vefe bet eñvorennoù fall an amzer dremenet. Ar pal a oa kentoc'h lakaat war wel perzhioù dibar ar savadur a-fet savouriezh, hag an distruj a oa bet. Miret e voe neuze an talbenn a sko war straed Oranienburger hag ar goupolenn alaouret bennañ. Lodennoù eus ar savadur kozh a hag a zo bet adkavet a zo bet lakaet war wel. A-dreñv ar savadur ez eus bet lakaet tammoù maen da ziskouez pelec'h e oa ar sinagogenn gozh. Echuet e voe al labourioù e 1993, ha digoret e voe ar savadur ez-ofisiel d'ar 16 a viz Kerzu 1994. Ouzhpenn ar sinagogenn hg alec'h gouestlet d'ar pedién e kaver meur a dra, evel un oaled deskadurezh ha sokial, pretioù kasher hag un diskouezva. A-hed an amzer e c'halle rivez gwelout un dsikouezadeg diwar-benn buhez ar yuzevien e Berlin. Anvet eo an diskouezadeg “digor frank an dorioù din” diwar ur frazenn tennet eus ar Bibl, hag a zo ivez skrivet ouzh an talbenn.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.