From Wikipedia, the free encyclopedia
Santez Gwladus a oa merc'h d'ar roue Brec'han, e Brycheiniog er VIvet kantved, hervez ar vojenn, hag ur santez vrezhon. Mamm e oa da sant Cadoc.
Anavezet eo dre buhezskridoù daou sant brezhon, hini Cadoc, savet war-dro 1100 gant Lifris[1] ha hini Sant Gwynllyw (war-dro 1120)[2] . Munudoù disheñvel a zo en daou skrid. Meneget eo anv Gwladus e rolloù rouaned Kembre ivez.
Hi eo an hini anavezetañ eus bugale niverus Brychan. Brudet e oa he c'hened, ha plijout a reas d'ar roue Gwynllyw a rene e Gwynllwg e kreisteiz Kembre. Hervez Buhez Kadog e nac'has he zad reiñ anezhi da Gwynllyw, ma teuas danvez e vab-kaer da gerc'hat e bried gant 300 soudard hag e kasas anezhi gantañ eus Talgarth.
Emgann a voe, met dont a reas ar roue Arzhur da lakaat fin d'an abadenn gant e varc'heien Cai ha Bedwyr.
Gwladus he doe ur mab, Cadoc, ar sant brudet, ha bugale all goude: Cynidr, Bugi, Cyfyw, Maches, Glywys II hag Egwine, sent anezho holl.
Un iliz zo en hec'h anv e Bargoed. Beziet e vije bet e Pont Ebbw.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.