From Wikipedia, the free encyclopedia
Kentigern, anavezetoc'h e Bro-Skos evel Mungo, a oa ur sant brezhon e rouantelezh vrezhon Strat Clut, en Hanternoz kozh, er VIvet kantved. Anvet e oa Cantigernus e latin ivez, ha Cyndeyrn Garthwys a vez graet anezhañ e kembraeg. Gantañ e voe krouet kêr hag eskopti Glasc'ho.
Savet eo e anv Kentigern diwar ar gwriziennoù "kent" ha "tigern", da lavarout eo "kentañ tiern". Evit 'Garthwys' avat n'haller ket displegañ. Un anv brezhoneg (pe predeneg) eo Mungo ivez, eus my-nghu (mo-chohe e gouezeleg), da lavarout eo 'karedig'. E Bromfield, Cumbria ez eus un iliz kozh en e anv, evel un toullad all en hanternoz Cumbria a vremañ.
Ur buhezskrid a voe savet dezhañ gant ar manac'h Jocelin of Furness war-dro 1185. Lavarout a ra ar manac'h ec'h adskrivas ar vuhez diwar ur vojenn eus Glasc'ho hag un dihell gozh e gouezeleg.
Mamm Mungo, Thenaw hec'h anv, anavezet ivez evel Santez Thaney, a oa merc'h d'ar roue brezhon Lot, pe Lleuddun (Leudonus e latin), a renas e kornad Haddington, e Bro-Skos hiziv, met e rouantelezh Gododdin da neuze, en Hanternoz Kozh Brezhoned Enez Vreizh.
Lubanet e vije bet gant Owain mab Urien, mab roue Rheged, ha brazezet gantañ, hervez an dornskrid er British Library. Droug a savas en he zad a daolas e verc'h diwar-lein mogerioù e gastell e Traprain Law. Ne voe ket lazhet avat, ha dilezet e voe en ur vagig (coracle) a gasas anezhi a-hed ar stêr Forth betek Culross e Fife. Eno e voe ganet Mungo vihan.
Desavet e voe Mungo gant Sant Serf a oa oc'h avielañ ar Bikted er rannvro-se. Serf an hini a roas dezhañ e anv moumoun, Mungo. Pa voe pemp bloaz warn-ugent e krogas Mungo da avielañ war lez ar stêr Clyde, e-lec'h ma vo savet kêr Glasc'ho.
Degouezhet e oa ar relijion gristen er vro gant Sant Ninian. Diskibion en doe, hag aozet e voe e velegiñ gant un eskob iwerzhonat. Sevl a reas e iliz e kember ar stêr Clyde hag ar Molendinar Burn, e-lec'h m'emañ an iliz-veur grennamzerel hiziv. E-pad trizek vloaz e labouras er c'hornad, treut ar peuriñ gantañ, toenn ul lochig hepken a-us d'e benn, hogen diskibion e-leizh dezhañ, goude gwelout e skouer ha selaou e gomzoù.
En amzer-se e oa enebiezh ruz e Strat Clut ouzh ar gristenien, hag ur roue Morken a reas da Mungo kuitaat ar vro, ha mont da repuiñ da Gembre. Trement a reas dre Cumbria (pe Rheged?) ha mont da-gaout Dewi, da d-Tyddewi ma chomas ur pennad. Ac'haleno ez eas war-zu an hanternoz betek Rouantelezh Gwynedd ma tiazezas iliz-veur Sant Asaph e Llanelwy.
Prest e oa da vont da Roma d'ober un dro-birc'hirinañ, met kemm a oa e Strat Clut, ur roue nevez a oa Rhydderch Hael, ha pediñ a rae Kentigern da zistreiñ. Mont a reas eta, goude envel Asaph da eskob Llanelwy en e lec'h.
E-pad un toullad bloavezhioù edo kador eskob Mungo e Hoddom en Dumfriesshire, hag ac'haleno ec'h avielas distrig Galloway. Distreiñ a reas da Glasgow ma vodas kalzig a dud, hag anavezet oant evel Clas-gu (hag a dalv kement ha 'tiegezh karet'). Tostik aleno, e Kilmacolm, e voe gweladennet gant Sant Columba, a oa e Strathtay da neuze. An daou sant a en em vriatas, a reas kaoz hir, hag a eskemmas o bizhier-eskibien Pa voe deuet kozh e oa kabac'h Mungo hag e c'hroñj a ranke bezañ dalc'hetgant un tamm lien. Hervez a voe kontet e varvas a-greiz kibellat d'an 13 a viz Genver.
Hervez 'Buhez Sant Mungo' e reas pevar burzhud e Glasc'ho. Sed a vez lavaret evit derc'hel soñj anezho:
Dave a ra ar gwerzennoù d'an darvoudoù-mañ:
War vez Mungo eo bet savet iliz-veur Glasc'ho. Betek ar C'hempenn Relijiel e terede pirc'hirined da bediñ ar sant, a oa e relegoù er c'hev-iliz.
Mungo, pe Kentigern, zo anv div skol en Auckland, e Zeland Nevez.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.