Rouantelezh ar Vandaled a oa ar stad savet gant ar Vandaled hag an Alaned e fin Impalaeriezh roman ar C'hornôg en Afrika an Norzh. Krouet e oa bet etre 429 ha 439 pa voe aloubet proviñsoù roman Afrika an Norzh gant ar Vandaled ha pa voe rediet an Impalaeriezh Roman da sinañ ur feur-skrid ganto da anavezout o aotrouniezh. Distrujet e voe gant Impalaeriezh Bizantion etre 533 ha 534.

Fedoù berr-ha-berr
Rouantelezh ar Vandaled

429  533 Flag
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Latin ha Vandaleg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Dizalc'hidigezh digant an Impalaeriezh roman 429
 - Aloubet gant Impalaeriezh Bizantion 533
Serriñ


Krouidigezh ar rouantelezh

Un obererezh strategek e oa aloudabeg Afrika an Norzh gant ar Vandaled. Evel un diazezlec'h da breizhañ broioù ar Mor Kreizdouarel e welent anezhi. En em staliañ a rejont e Tunizia ha biz Aljeria. Dindan ren Geiseric e krogjont da fardañ ur morlu a argasent kêrioù an aod gantañ.

E 429 e oa renet Roma gant Valentinian III hag e vamm Galla Placidia. Deuet a-benn e oa ar jeneral Flavius Aëtius da gendrec'hiñ anezhi e felle d'ar jeneral Bonifacius he lazhañ gant he mab ha skrapañ an tron. Goulenn a reas diganti skrivañ ul lizher da vBonifacius ma urzhfe dezhañ distreiñ da Roma. Hervezañ e nac'hfe-eñ. Er memes amzer e skrivas da vBonifacius da lârout dezhañ ne zlefe ket distreiñ da Roma rak fellout a rae da c'hGalla Placidia lazhañ anezhañ. Pa welas Bonifacius an daou lizher e c'halvas ar Vandaled d'e sikour. Dizoloet e voe an irienn diwezhatoc'h met da Afrika e oa tremenet ar Vandaled dija d'ar mare-se.

Geiseric a dreizhas strizh-mor Jibraltar gant tout e bobl hag un niver bras ag Alaned. War-du ar reter ez eas ha sezizañ Hippo Regius ma veve Sant-Aogustin. Aloubet e voe ar gêr goude 18 mizvezh ha da gêrbenn ar rouantelezh ez eas betek 439.

E 435 e voe sinet ur feur-skrid peoc'h a roe tirioù en Afrika d'ar Vandaled met torret buan e voe gant Geiseric a aloubas Kartago a lakaas-eñ d'e gêrbenn. Dindan e ren e skrapas ar Vandaled Sikilia, Sardinia, Korsika hag an Inizi Balear.

Dizalbad Roma

E-pad an 35 bloavezh da heul e preizhas morlu ar Vandaled aodoù ar mor Kreizdouarel. Goude marv Atila e voe gouestl ar Romaned da genstrollad a-walc'h a soudarded da arnodiñ da ziskoulm kudenn ar Vandaled.

Kinnig a reas Valentinian III dorn e verc'h da vab Geiseric, kent ma c'helljod sinañ ar feur-skrid,avat, e lazhas ar skraper Petronius Maximus Valentinian hag e 455 e c'houlennas Licinia Eudoxia digant mab Geiseric da zont d'he sikour. Aloubiñ a reas Geiseric Roma ha skrapañ a reas an impalaerez hag he div merc'h.

Startadur

E 468 e tistrujar as Vandaled ul luvor o-deus tud Bizañs kaset ag-o-enep. Goude o zrec'h e argasas-int ar Peloponnez met faezhet e voent gant tud Mani e Kenipolis. Sinañ a reas Geiseric ur feur-skrid peoc'h gant Bizañs e 476 avat ha goude se oa darempredoù reishoc'h gant an div riez.

Kudennoù relijiel

An disheñvelderioù etre ar Vandaled Arian hag o sujidi treindedour (ma kaved katoliked ha donatigourien) a oa un abeg a stennadur en o riez afrikan. Harluet pe zoken e veze eskibien gatolik gant Geiseric ha lammet e veze traoù an dud lik. Ne c'hellent ket ar gatoliked labourt er melestradur. Pa veze mat an darempredoù gant Roma pe Kergustin hepken e veze gwarezet ar gatoliked - etre 454 ha 457 evit skouer, pa voe dilennet Deogratias da eskop Kartago, hag etre 475 ha 476 pa gasas Viktor, eskob Kartenna un abegadenn eus an arianegezh d'ar roue he bezañ kastizet tamm ebet. Goude marv Geiseric, avat, e heske tout ar rouaned vandalat estreget Hilderic an dreindedourien tamm pe damm. Difennet e oa d'ar Vandaled da vont da gatolik hag harluet e veze alies an eskibien.

Diskarr ar rouantelezh

D'an 25 a viz geñver 477 e varvas Geiseric. Hervez al lezenn-hêrezh en-doa dekredet ez eas an tron da ezel koshañ eus ar familh roueel. Huneric, e vab, e oa (477 - 484). Da gentañ e c'houzañvas ar gatoliked, an aon gantañ a-raok Bizañs met goude 482 e krogas-eñv da heskinañ ar Vanic'heaned hag ar gatoliked.

Gunthamund (484496) a baouezas gant an heskinerezh ha klask a reas ar peoc'h gant ar gatoliked. Gwanaet e oa bet ar rouantelezh goude marv Geiseric, avat. Kollet he-doa un darn vras eus Sikilia, aloubet gant an Ostrogoted ha muioc'h muiañ kinniget e oa gant ar vored, ar bobl orin ar vro.


Ar fin

Hilderic (523530) a oa ar roue gouzañvusañ e-keñver ar gatoliked hag ar frankiz relijiel a roas dezho. D'ar mare-se e voe bodet senedoù-iliz e Norzh-Afrika adarre. Ne oa ket Hilderic dedennet tre gant ar brezel ha d'un ezel eus e familh, Hoamer e lezas renadur al lu. Goude ma oa bet faezhet hemañ gant ar vored, avat, e tispac'hat ar gabal arian er noblañs ha lakaat a reas Gelimer (530533. Kaset kuit eus ar galloud ha lakaet e-barzh un toul-bac'h e voe Hilderic. E 533 e voe muntret.

Ar brezel a embannas Justinian] d'ar Vandaled abalamour d'an dra-se. Al luioù eus Impalaeriezh ar Reter a oa bleniet gant Belisarius ha tra m'edo darn vrasañ al luvo vandalat e Sardinia da stourm ouzh un emsavadeg e tilestras en Afrika an norzh kent kerzhout war-du Kartago. E fin an hañv 533 e arnodas Gelimer d'o arettiñ en Emgann Ad Decimum. O gounid an emgann edo ar Vandaled met lazhet e voe breur Gelimer, Ammatas, ha digalonnet e voe hemañ ha tec'hout kuit a reas.

D'an 15 a viz kerzu 533 e stourmjont adarre Gelimer ha Belisarius e Tricamarum. Mat e stourmas ar Vandaled mety pa gouezhas breur Gelimer Tzazo e tec'has al lu. Aloubin a reas Belisarius [[Hippo Regius], eils kêr vrasañ eus ar rouantelezh. En em zaskor a reas Gelimer d'ar Romaned goude-se ha distrujet e voe e rouantelezh.

Gwelet ivez

Vandaled

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.