From Wikipedia, the free encyclopedia
Rhyfelgyrch Gwŷr Harlech (Men of Harlech e saozneg, pe a-wechoù The March of the Men of Harlech) zo unan eus ar brudetañ kanaouennoù kembraek, hag un ton-bale hag a vez sonet gant sonerien an arme saoz. Tennañ a ra da don Seziz Gwengamp, a zo e Barzhaz Breizh, hag a zo hini Gwir Vretoned ivez.
Kentañ ma voe embannet a voe e 1794.
Kaoz zo enni eus un darvoud e-kerzh Brezel an Div Rozenn, e-pad seziz kastell Harlech, a badas 7 vloaz, eus 1461 and 1468[1]. E-penn soudarded Harlech e oa Dafydd ap Ieuan a dalas ouzh an enebourien e-pad an hirañ seziz anavet en istor Breizh-Veur.[2].
Embannet e voe ar ganaouenn gant ar barzh Edward Jones (Bardd y Brenin) en e zastumad Musical and Poetical Relicks of the Welsh Bards, eil embannadur (1794). Brudet-bras e oa en XIXvet kantved, ha bev eo chomet he brud. Meur a zoare zo d'ar c'han, ken e kembraeg ken e saozneg, war ar memes ton.
Unan zo gant John Jones (Talhaiarn) ("Henffych well i wlad fy nghalon") hag unan arall, anavezetoc'h hiziv, gant Ceiriog ("Wele goelcerth wen yn fflamio"). Ur skrid saoznek zo gant W. H. Baker ("Men of Harlech").
A-wechoù e kred an dud eo honnezh eo kan broadel Kembre, e-lec'h "Hen Wlad fy Nhadau", deuet da vout Bro gozh ma zadoù e Breizh. Gwir eo ez eo ur c'han a bouez e sevenadur Kembre, ha dreist-holl abalamour ma'z eo bet kemeret da don-bale gant rejimantoù Kembre (Royal Regiment of Wales, hiriv Royal Welsh), hag ivez war-lerc'h gant rejimantoù eus Kanada hag Aostralia[3].
Meur a zoare saoznek zo d'ar "Men of Harlech". Sed ar re anavezetañ. Gwelout The Woad Ode ivez.
Verse 1 Men of Harlech, march to glory, |
Verse 2 Thou, who noble Cambria wrongest, |
Verse 1 Glyndŵr, see thy comet flaming, |
Verse 2 Now to battle they are going, |
Verse 1 Men of Harlech stop your dreaming |
Verse 1 Tongues of fire on Idris flaring, |
Verse 2 Loud the martial pipes are sounding, |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.