From Wikipedia, the free encyclopedia
Prinselezh Waldeck, pe Waldeck-Pyrmont, a oa ur stad alaman en Impalaeriezh Santel, e Kengevread ar Roen, er C'hengevread alaman, hag en Impalaeriezh alaman.
Ur gorread a 1121 km2 a oa dezhi, hag Arolsen e oa ar gêr-benn. E 1905 e oa 59 000 a dud o chom enni. Div briñselezh a oa enni :
Waldeck a oa ur gontelezh eus an Impalaeriezh Santel abaoe an XIIIvet kantved, e dalc'h dilennerien Mainz. Dre hêrezh e voe staget ouzh kontelezh Pyrmont en 1625. En 1655 ez eas ar gonted da chom da gastell Waldeck, war lez ar stêr Eder, en Arolsen.
En 1712, gant an impalaer Karl VI an Impalaeriezh Santel e voe savet ar gontelezh da briñselezh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.