From Wikipedia, the free encyclopedia
Podarge (Ποδάργη / Podárgê, « treid skañv » e gregach) a oa anv un harpienn ha lesanv meur a hini all e mojennoù Hellaz kozh.
An harpienn nemeti roet hec'h anv gant Homeros eo Podarge. Gant an oberourien all, diwezhatoc'h, e vez graet Kelaino (« Teñval ») anezhi.
Merc'h e oa da Dhaomas ha da Elektra. Kemer a reas stumm ur gazeg da embarañ gant Zefyros. Daou vab he doe gantañ: Balios ha Ksanthos, ar c'hezeg divarvel a voe profet da Ac'hilleüs, hag ivez Flogeos hag Harpagos, kezeg an Dioskured. Gouez da oberourien zo e oa ivez mamm da Areion.
A-wechoù e vez graet Podarge eus an doueez Iris, c'hoar d'an Harpiezed.
Podarge ivez e oa anv kentañ ar roue Priamos. Kemm e anv a reas pa zasprenas e vuhez digant Herakles gant ur ouel aour brodet gant e c'hoar Hesione. Daspren eo ster an anv Priamos.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.