From Wikipedia, the free encyclopedia
Plac'h he zog ruz a zo un eoullivadur bet livet gant al livour izelvroat Johannes Vermeer e 1665-1666. War ziskouez emañ en National Gallery of Art e Washington, D.C.. Livet eo war ur banell goad (marteze a-walc'h un tamm derv).
Plac'h he zog ruz | |
Johannes Vermeer, 1665 - 1666 | |
eoullivadur war banell | |
23,2 × 18,1 cm | |
National Gallery of Art | |
Washington | |
Stadoù-Unanet |
Soñjal a reer e oa unan eus al livadurioù bet perc'hennet gant Pieter Claesz van Ruijven (1624-1674), hag eñ madoberour Vermeer. Dre hêrezh e vefe bet roet goude-se d'e wreg Maria de Knuijt (marvet e 1681); d'e verc'h Magdalena van Ruijven (1655-1682); ha da waz Magdalena, Jacob Abrahamsz Dissius (1653-1695) e anv. Soñjal a reer ivez e voe gwerzhet en Amsterdam d'ar 16 a viz Mae 1696 (marteze a-walc'h niv. 39 pe 40). Prenet e voe e-pad ur werzh en Hôtel de Bouillon, e Pariz, d'an 10 a viz Kerzu 1822 (niv.28.) gant ar baron Louis Marie Atthalin (1784-1856). Dre hêrezh e voe perc'hennet goude-se gant e niz, Laurent Atthalin e anv. Gwerzhet e voe an daolenn gant M. Knoedler & Co., New York and London, e miz Du 1925, ha neuze e voe perc'hennet gant Andrew W. Mellon hag a roas an oberenn d'an A.W. Mellon Educational and Charitable Trust e Pittsburgh, ha goude-se e voe roet da skipailh an National Gallery of Art e 1937[1].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.