From Wikipedia, the free encyclopedia
Lodenn bennañ un urzhiataer eo ar bennwal ("mainboard" pe "motherboard" e saozneg). Ar skor o kevaraezañ kennaskañ hollad an elfennoù pennañ an urzhiataer eo ar bennwal. Un amred kevanek bras eo o kaout warni kennaskerioù evit ar c'hartennoù askouezh, ar memor sonn ha bresk, ar c'hewerier, ar c'hennaskerioù evit ar c'hantennoù kalet hag ar c'hantennoù lem-laka....
Iskevrennad eus | system board, periant |
---|---|
Rann eus | urzhiataer |
Anv berr | MB |
Manufacturer | ASUS, Intel, Gigabyte Technology, EVGA Corporation, ASRock |
Staget ouzh | memory module, button cell |
Dezverket dre | motherboard form factor |
Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/motherboard |
Hervez pevar aroueziadur e c'heller anavezout ur bennwal :
An trevnad, ar mentoù hag an aroueziadurioù tredanek a ra d'ober periad landreiñ ar bennwal. Da bourchas pennwalioù en araez da vezañ marc'het e-barzh klozennoù a bep seurt a verkoù disheñvel e oa bet ergrafet skoueriegezhioù azas :
> ATX skoueriekaet a zo e vent 305x244. Ur c'hennasker AGP a zo warni hag 6 kennasker PCI.
> Micro-ATX a zo peuzheñvel ouzh hini ATX hogen eo bihanoc'h (244x244) hag marc'hadmatoc'h. Ur c'hennasker AGP ha 3 PCI.
> Flex-ATX a zo peuzheñvel ouzh ar micro-ATX hogen e vez kinniget ganti ur gestouekded evit ar genderc'herien da azasaat anezhi ouzh o ezhommoù (o c'hlozennoù). Ur c'hennasker AGP ha 2 PCI.
> Mini-ATX a zo ur vent stumm kenan gant ur c'hennasker AGP ha 4 PCI.
> BTX skoueriekaet a vent 325x267,
> Micro-BTX a vent 264x267,
> Pico-BTX a vent 203x267
> Mini-ITX a vent 170x170 hag ul lec'h PCI nemetken,
> Nano-ITX a vent 120x120 hag ul lec'h mini-PCI.
Un amred kevanek elektronek karget da genurzhiañ an ezkemmoù roadennoù etre parzhioù ar bennwal (kewerier, memorioù, busoù,...) eo ar "chipset". Kevanaet e vez ar "chipset" d'ar bennwal, setu perak e vez dibabet ur "chipset" pa vez prenet ur bennwal hag eo pouezus gouzout peseurt hini a glotfe ar muiañ gant an ezhommoù. Seul a-nevez e vo ar chipset seul spletoc'h e vo e-keñver gallusterioù ar bennwal. A-wechoù e vez kavet, kevanaet gant an amred "chipset", un amred sten pe gevregañ. Evel-se e c'heller ober hep kartenn askouezh kevregañ pe sten hogen gant ur berzhded leiañ.
War bep pennwal e vez kavet ur pe lies kewerier, hag ur skor kewerier da ziazezañ anezhañ warnañ. 2 rizh skor kewerier a zo :
Da aesaat diazez ar c'hewerier e oa bet ergrafet un avead arbennik anvet ZIF (Zero Insertion Force). Gant un dornell vihan e vez aesaet ebarzhiñ ar c'hewerier hep pouezañ warnañ ha pa vez izelaet an dornell e vez dalc'het mat en e blass.
War ar c'hewerier e vez lakaet ur gwenter hag ur distrewer grwez.
War an dalbenn a-dreñv e vez kavet un niver kennaskerioù enankañ/ec'hankañ :
Hervez rizh ar vemor ardoet gant ar bennwal e vez kavet warni kennaskerioù a glot gant ar barrennigoù e c'heller sternañ outi (SDRAM pe rizhioù arall).
Un niver elfennoù kevanaet a zo gant ar bennwal :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.