Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Pêr Brelivet, Pierre Marie Brélivet er marilh, zo bet ganet d'an 31 a viz Genver 1872 er Skerneg, e parrez Pluguen, e-tal Kemper, ha marvet eno d'an 23 a viz Gouere 1940. Ur peizant e oa, kinniad en iliz ha barzh brezhonek. Savet en doa un tregont bennak a ganaouennoù, hag embannet un darn anezho e Feiz ha Breiz, pe war follennoù distag, er bloavezhioù 1920-1930.
Skoliataet e oa bet Pêr Brelivet el Likez e Kemper, betek e bevarzek vloaz.
D'an 9 a viz Genver 1900 e timezas da Berrina Pernès, eus Kerbaskiou e Pluguen.
Div wech da nebeutañ en dije bet tro Pêr Brelivet d'en em gavout e lec'hioù darempredet gant Yann-Vari Deguignet : hemañ a oa bet paotr-saout er bloavezhioù 1850 e Kermahonnet-Kerfeunten, un atant feurmet gant an Departamant evit lakaat ar skolidi eus al Likez da bleustriñ war al labour douar. E 1883, ur garg burev-butun e Pluguen a voe roet da Yann-Vari Deguignet gant ar Prefed. Eno e chomas betek 1888.
[1].
Abalamour d'ur c'hloazadenn tapet gantañ pa oa tri bloaz – troc'het e viz-yod pa oa o c'hoari gant ostilhoù e porzh an atant – e chomas eno e-pad ar Brezel-bed kentañ.
Ur c'hristen kredus e oa, roet dezhañ medalenn argant an Dellezegezh gant an eskopti, er bloavezhioù 1930. Ur mab dezhañ, Alan Brelivet, a voe kaset da Dexas evel danvez misioner OMI (Oblated Mari Dinamm) e 1919, da zaouzek vloaz.
Difenn a rae e vro, e yezh vamm, ar relijion hag an natur.
Dindan meur a anv-pluenn e skrivas : Token, An Doken, Barz Pluguen, Barz ar Skernek.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.