From Wikipedia, the free encyclopedia
Ousama ben Mohamed ben Awad ben Laden (arabeg: أسامة بن محمد بن عوض بن لادن, Usāmah bin Muḥammad bin ‘Awaḍ bin Lādin), ganet d'an 10 a viz Meurzh 1957 e Riyadh (Arabia Saoudat ha marvet d'an 2 a viz Mae 2011) a oa un stourmer islamour, genidik eus ur familh saoudat brudet. Lazhet e oa gant soudarded amerikan d'an 2 a viz Mae 2011 e Abbottabad e norzh Pakistan, goude bloavezhioù a strivoù evit tapout anezhañ. Edo Ben Laden e-touez an dek torfedour ar muiañ klasket gant an FBI abaoe 1998.
Ousama ben Laden e oa krouer ha pennrener an aozadur anvet al-Qaeda, gwall vrudet abalamour da walldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 er Stadoù-Unanet, ha da veur a walldaol bras a-enep keodediz eus broioù ar c'hornôg (bombezadeg e 1998 war kannatioù ar Stadoù-Unanet da skouer). Abaoe 2001 e oa Ousama ben Laden hag e aozadur gwennoù pennañ e-kerzh Brezel a-enep ar Sponterezh renet gant ar Stadoù-Unanet. E-pad bloavezhioù diwezhañ e vuhez edo Ben Laden ha renerien all Al-Qaeda kuzhet e-kichen harzoù Afghanistan ha rannvroioù renet ez-kevredadel Pakistan.
Daoust da vezañ gwelet evel un haroz gant lod, ne oa ket gwelet mat gant tout ar vuzulmaned, na gant tout an islamourien zoken.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.