From Wikipedia, the free encyclopedia
An Nervii, pe Nervied[1], a oa ur bobl eus Gallia Belgica, diazezet etre ar stêrioù Escaut ha Meuse.
Hervez ar Remi e oa an Nervii ar bobl bellañ en hanternoz e-touez pobloù Gallia Belgica[2]. Hervez an douaroniour Strabon e oa germanek o orin[3]. Ha kemend-all a voe skrivet gant Tacitus, en e levr Germania. Ar pezhioù metal adkavet en o c'hêr-benn Bagacum (Bavay hiziv) a seblant bezañ labourioù Galianed koulskoude[4].
Kemer a reas perzh an Nervii en emglev pobloù Gallia Belgica a-enep Julius Caesar e 57 kent JK, ha darbet e voe dezho flastrañ armeoù Caesar en emgann ar Sabis (ar stêr Sambre hiziv). E skridoù Julius Caesar e veze graet anezho ar bobl muiañ brezelgar e-touez pobloù Galia.
Harpet e voe ganto emsavadeg Ambiorix hag an Eburones e 53 kent JK.
Goude tagadennoù gant ar Franked e dibenn an IIIe kantved e teuas Camaracum (Cambrai) da vezañ o c'hêr-benn nevez.
Un dugelezh savet gant ... war dro ... evit difenn aodoù Mor-Breizh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.