Muzio Attendolo (28 a viz Mae 1369 - 4 a viz Genver 1424) a oa ur c'hondottiero italian er XIVvet ha XVvet kantved. Gantañ an hini e voe diazezet al lignez Sforza.

Thumb
Muzio Attendolo Sforza.
Thumb
Giacomo (Muzio) Attendolo Sforza en ul livadurig

E anv

Giacomo pe Jacopo Attendolo e oa e anv gwir. Muzzo pe Muzio a oa berradur e lesanv, Giacomuzzo. Goude e voe lesanvet Sforza.

E vuhez

Ganet e oa e Cotignola e Romagna. E dud a oa tud a ouenn uhel diwar ar maez.

Ren a reas un armead soudarded evit Bologna ha Firenze en emgann Casalecchio.

Dimeziñ ha bugale

Teir gwech e timezas Giacomo Attendolo. Hervez ar skridoù e vez disheñvelik an deiziadoù, ha niver hag anvioù ar vugale.

  • Antonia Salimbeni († 1411), eus Siena e oa e bried kentañ, ur mab o doe:
  • En 1414 e timezas da g-Catarina (lesanvet Catella) Alopo dei Baroni Piscopo d'Alopo, ha daou vab o doe:

Menegiñ a reer ivez ur verc'h, Giovanna, ganet a-raok Leonardo. Koulskoude n'emañ ket Giovanna er wezenn-diegezh .

  • En 1419 e timezas da Maria Marzani dei Duchi di Sessa, kontez Celano, hag ur mab o doe:
    • Carlo (1423 - 1457)a voe arc'heskob Milano, eus 1454 da 1457, anavet evel Carlo Gabriele Sforza
  • Entre e vugale bastart gant Lucia Terzani da Marsciano (8 en holl) e oa :

Re all en doe gant Tamira di Cagli

Levrlennadur

  • Vita di Attendolo Sforza, Paolo Giovio - skrivet e latin ha troet gant Lodovico Domenichi en italianeg
  • Gli Sforza, Caterina Santoro, Milano, 1968
  • Famiglie celebri d'Italia, Pompeo Litta

Liammoù diavaez

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.