From Wikipedia, the free encyclopedia
Muiris Ó Súilleabháin (distaget [ˈmˠɪɾʲɪʃ oː sˠuːlʲəˈvˠɑːnʲ] en iwerzhoneg ; Maurice O'Sullivan e saozneg) (19 C'hwevrer 1904 – 25 Mezheven 1950) a oa ur skrivagner iwerzhonat, brudet e levr eñvorennoù Fiche Blian ag Fás, embannet e 1933 en iwerzhoneg hag e saozneg (gant an titl Twenty Years a' Growing). El levr-se e kont Ó Súilleabháin penaos e oa e vuhez pa oa yaouank war An Blascaod Mór, an enezenn vrasañ en enezeg Na Blascaodaí, dirak aod kontelezh Ciarraí, e mervent Iwerzhon.
Genidik eus An Blascaod Mór e oa Ó Súilleabháin, met mont a reas d'an Daingean, war an douar-bras, goude marv e vamm, pa ne oa nemet c'hwec'h miz. Dont a reas en-dro d'an enez pa oa eizh vloaz da chom gant e dad hag e dad-kozh hag ar peurrest eus e familh. George Derwent Thomson, ur yezhour hag a oa aet d'an enez da zeskiñ iwerzhoneg, a vroudas Ó Súilleabháin da skrivañ e eñvorennoù ha da chom en Iwerzhon, kentoc'h eget divroañ da Norzhamerika, evel ma rae kalz tud d'ar mare-se. Labour a gavas Ó Súilleabháin er polis ha skrivañ e eñvorennoù en iwerzhoneg. Embannet e voent, ha troet e voent e saozneg, gant George D. Thomson.
Deuet eo al levr eñvorennoù-se da vezañ unan eus levrioù klasel anavezetañ al lennegezh iwerzhonek, dre ma voe lennet kalz er skolioù abalamour ma oa ur skouer vat eus rannyezh iwerzhonek Cúige Mumhan.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.