Mykenai (Μυκῆναι Mykễnai e henc'hresianeg), pe Mykene (Μυκήνη Mykēnē), a oa un hen geoded rakhellenek war un dorgenn er biz da blaenenn Argos, er Peloponnesos ha mogerioù bras en dro dezhi, mogerioù a lavarer anezho int kiklopean peogwir ez eus anezho pezhiadoù mein bras pounner.

Thumb
Bez ur roue e Mikenai
Thumb
Heinrich Schliemann ha Wilhelm Dörpfeld dirak Porzh al Leoned, war-dro 1885

Ar vojenn

Thumb
Ar geoded

Hervez ar vojenn e voe savet gant Perseüs, goude ma oa lazhet Akrisios, roue Argos. Pa ranke kêr Argos degouezhout da Berseüs e kavas gwell an haroz lezel ar rouantelezh gant Megapenthes, niz ar roue kozh, ha mont da ziazezañ ur gêr nevez, a voe anvet Mykenai, pe abalamour da bommell e gleze, pe en abeg d'ar c'habell-touseg kavet gantañ war al lec'h[1].

Istor

Thumb
Taolennig-skrivañ e mikenieg, (Linéaire B), gant penn ur gwaz engravet en tu a-dreñv.

Furchadegoù

Anavezet e oa keoded Mykenai abaoe furchadeg 1822 gant ar C'hallaoued. Met Heinrich Schliemann an hini roas da c'houzout e 1876 e oa ur gêr-greñv ha bezioù eus dibenn oadvezh an arem. Diwar neuze ez eus bet meur a furchadeg.
War-lerc'h Schliemann e voe graet kavadennoù all ha gante e voe anataet e oa tud o chom e Mykenai adalek an trede milved gant ur bobl rakhellenek kar-tost da hini Kreta an amzer-hont.

Ouzh troad ar c'hreñvlec'h e oa ur gêr vras met honnezh n'eo ket bet furchet c'hoazh.

Ar c'hreñvlec'h

Furchet eo bet dismantroù kreñvlec'h Mykenai penn-da-benn hag hiziv e c'haller gwelout ar palez hag ar voger gant mein bras-bras ("kiklopean" eta) ha gant kalz bezioù.

Porzh al Leoned hag ar voger kiklopean

Thumb
Porzh an hanternoz

Daou doull zo er voger giklopean evel e Tiryns.

Mirdi nevez

Thumb
Mirdi hendraouriezh Mykenai

Ur mirdi nevez zo bet digoret e-kichenik kêr e 2007.

Gwelout ivez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.