Ar menezioù Aoures a zo un aradennad-venezioù 200 km hirder ha 90 km ledander e reter Aljeria e-lec'h e vev ar bobl Chaoui, Berbered anezhe. Ar rannvro-se a oa dija anavezet en Henamzer, anvet e oa neuze Aurasius Mons e berbereg latinekaet, ar pezh a dalv Menezioù Melen-du. Ar menezioù Aoures a zo lodenn reter ar menezioù Atlas. Ar menez brasañ eus aradennad an Aoures a zo Chelia a zo 2329 metrad uhelder. E rannvro Aoures ez eus un aradennad-venezioù met ivez plaenennoù. Bez’ ez eus eno ur ganol biz e-lec'h emañ ar rinier anvet Oued Abiod. Yen-tre e vez ar goañv er menezioù-se, an temperatur a ya betek -18 °C. Met eno e vez tomm-tre en hañv, gallout a ra mont betek 50 °C en disheol. Bras-tre eo an treuzkemmoù temperadur er rannvro-se. Temperadur an hañv a zo etre 30 °C hag 38 °C.
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.