From Wikipedia, the free encyclopedia
Istor marc'h Troia zo unan eus abadennoù brudetañ Brezel Troia, danevellet er meurgan latin anvet Aeneis, gant ar barzh roman Virgilius, hag ivez gant Dionysios, ar Pseudo-Apollodoros ha Kointos Smyrnaeos.
C'hoarvezout a ra an darvoudoù goude diwezh an Ilias, savet gant Homeros hag a-raok e Odysseia. Ur gwidre e oa da reiñ o zu d'an Akeaned da gemer Troia ha d'he distrujañ.
Goude ur seziz dek vloaz en aner e sav an Akeaned ur pikol marc'h prenn goullo diwar intrudu Odysseüs, ha kuzhat a reont 30 brezelour eus an dibab e-barzh. Van a ra ar re all da vont kuit d'o bro gant o listri hag an Droianed a gas ar marc'h en o c'heoded evel un arouez-trec'h. Da noz e tiskenn ar vrezelourien diouzh ar marc'h hag e tigoront porzhioù ar geoded da beurrest arme Agamemnon, distroet dre guzh e-kreiz an deñvalijenn. Distrujet eo Troia penn-da-benn hag echuiñ a ra Brezel Troia.
En hengoun Henc'hres e veze graet Δούρειος Ἵππος, Doúreios Híppos, ar "marc'h prenn", eus marc'h Troia e rannyezh Homeros.
Hervez Kointos Smyrnaeos e soñjas Odysseüs sevel ur pikol marc'h (arouez Troia), e koad, da guzhat un nebeud brezelourien ennañ, ha plantañ ar soñj e penn an Droianed da gas ar marc'h en o c'heoded evel arouez-trec'h. Dindan renerezh Epeios e savjont anezhañ e tri devezh. Hervez gwidre Odysseüs e ranke chom un den er-maez eus al loen-kezeg. Ober a rafe van da vezañ bet dilezet gant ar C'hresianed, ha m'o dije lezet ar marc'h evel ur prof evit an Droianed. Ur brezelour akean anvet Sinon a voe an hini nemetañ oc'h en em ginnig evit ar roll. Virgilius a zeskriv an emgav etre Sinon hag an Droianed : dont a ra Sinon a-benn da lakaat anezhe da grediñ eo bet dilezet hag ez eo aet kuit an Akeaned. Sinon a lavar ez eo ar marc'h ur prof d'an doueez Athena abalamour da zousaat anezhi goude disakradur he zempl e Troia gant an Akeaned, hag evit gallout ober ur veaj zizañjer betek ar gêr. Savet e oa bet ur marc'h bras-kenañ, hervezañ, kuit ma c'hallfe an Droianed kas anezhañ en o c'heoded, ha treiñ an doueez a-du gante evel-se.
Endra ma c'houlennataont Sinon, ar beleg Laokoon a zivin an taol-gwidre hag a lavar d'an Droianed diwall, gant gerioù brudet Vergilius "Timeo Danaos et dona ferentes" (Aon am eus rak an Danaed memes ar re a zegas profoù)[1]. Met an doue Poseidon a gasas div naer-vor da dagañ anezhañ gant e vugale Antifantes ha Timbraeus, a-raok ma vije kredet e gemennadur gant Troian ebet. Hervez Bibliotheke ar Pseudo-Apollodoros e oa kaset an div naer gant Apollon abalamour ma oa bet kunujennet gant Laokoon o c'hoari daou dirak ur skeudenn eus an doue[2] Elena Troia a gompren ivez an taol-gwidre hag e klask touellañ ha diskuliañ an Akeaned kuzhet er marc'h o trevezañ mouezh o gwragez. Darbet eo da Antiklos respont met Odysseüs a serr e c'henoù gant e zorn[3]. Merc'h ar roue Priamos, Kassandra, diouganerez Troia, a zisklêr e vo degaset diskar ar geoded hag hini tiegezh ar roue gant ar marc'h prenn. N'he selaouer ket kennebeut, avat[4].
Hiriv e vez klasket peseurt fedoù istorel a zo kuzhet er vojenn, ha kavout a ra da lod eo ul lestr, pe ur vag vras, e oa ar marc'h Troia, dre an abeg ma veze lakaet penn ur marc'h e daou benn al listri, a veze graet hippoi anezho, da lavarout eo kezeg.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.