Lucia d'Este (Ferrara, 1419–1437) a oa merc'h da Niccolò III d'Este, markiz Ferrara, ha d'e eil pried Parisina Malatesta.
He buhez
Ganet e oa e Ferrara, evel he c'hoar gevell, Ginevra d'Este. O mamm Parisina a voe tamallet dezhi bezañ doganet he fried gant he breur-kaer Ugo d'Este, ha kondaonet e voe an daou bichon d'ar marv gant an dogan neuze, e 1426, pa oa seizh vloaz ar gevellezed. Niccolò ac'h addimezas pemp bloaz goude, e 1431, da Ricciarda di Saluzzo. Eus an dimeziñ-se e voe ganet daou baotr, hantervreudeur da Lucia Ginevra : Ercole ha Sigismondo.
Ginebra a voe dimezet e 1434, da bemzek vloaz, d'ar brezelour Sigismondo Malatesta,
Eured
E 1437, seizh vloaz war-lerc'h he c'hoar, e voe eureudet Lucia da Carlo Gonzaga, condottiero eus Mantova. Mervel a reas ar wreg yaouank un toullad mizioù goude.
Arz
Poltred ur briñsez, diwar zorn Pisanello, hag a weler e mirdi al Louvre, a c'hallfe bezañ hini Lucia, pe hini Ginevra, pe hini Margherita Gonzaga.
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.