skrivagner brezhonek From Wikipedia, the free encyclopedia
Loeiz ar C'hlerg[1], pe Louis Le Clerc ent-ofisiel (30 a viz Mezheven 1861 – 27 a viz Kerzu 1944), Kloareg ar Wern e anv-pluenn[2], a oa beleg, kelenner ha skrivagner brezhoneg.
Eus Lanrodeg, e-kichen Gwengamp, e oa genidik Loeiz ar C'hlerg. Goude bezañ bet beleget e 1885 e voe lakaet da gelenn e skolaj Itron-Varia Wengamp. Skol vrezhoneg a grogas d'ober eno d'e skolidi e 1897, bloaz goude digoret hini Sant Charlez Sant-Brieg gant Frañsez Vallée. Evito e savas ul levr yezhadur, Grammaire bretonne du dialecte de Tréguier, hag ul levr poelladennoù da-heul, Exercices sur la grammaire bretonne du dialecte de Tréguier.
Brudet eo e levrioù Ma beaj Jeruzalem (1903) ha Ma beaj Londrez (1910), ma kont e eñvorennoù-beaj en ur brezhoneg tregeriek eus ar c'hentañ.
E 1920, aet hanter dall, e voe lakaet da labourat, da eiler, gant beleien Lannolon. E 1926 e roas e zilez hag ez eas da di ar veleien gozh, a oa e karmel Sant-Brieg, hag eno e varvas e 1944.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.