Brudet eo listri Henc'hres pa vezent implijet stank en Henamzer. E pri-poazh e vezent graet, dezhe a bep seurt mentoù pe stummoù, evit bastañ da ezhommoù liesseurt.
Listri Bro-C'hres a veze ezporzhiet betek er penn all da Europa, betek Eusa hag Iwerzhon.
Gallout a reer renkañ al listri henc'hresian hervez o implij :
- - Añforenn, lestr a dalveze da gas liñvennoù, an eoul olivez dreist-holl, edoù, rezin ha kement danvez zo
Bez e veze pep seurt añforennoù evel an añforennoù panatenaek (ar re-se e oa ar priz a veze roet d'an drec'herien goude kevezadegoù ar Panatenaia) hag ar pelike.
- - Hidria, lestr a dalveze da zegas dour ar puñsoù.
- - Pitos, lestr a dalvez da viret gwin.
- - krater, lestr a dalveze da veskañ ar gwin hag an dour.
- - Oinokoe hag olpe ; listri a dalveze da gemer gwin troc'het er c'hraterioù ha da gas anezhañ d'an everien.
- - Kiliks, kib da dañva ar gwin.
- - Skifos, gobed vras.
- - Kantaros, lestr da evañ, implijet ivez gant an doueed, evel Dionysos da skouer.
- - Riton, korn da evañ.
- - Ariballos, alabastron ha lekitos, listri evit an eoulioù frondus.
- - Piksis, pod evit ar produioù kened evel ar fard.
- - Lebes, lestr lid a veze implijet en euredoù.
- - Loutrofor, lestr a dalveze da gas dour ar gibelladenn eured pe hini ar walc'hadenn gañv.
Amforenn rummad A, war-dro 520 kent J.-K.
Amforenn rummad B.
Amforenn rummad C.
Amforenn c'houzougek, 520 kent J.-K.
Amforenn c'houzougek e furm ur vi
Amforenn gant Nikosthenes, 530 kent J.-K.
Amforenn Nolan
Amforenn banatenaek
Fals-amforenn banatenaek , 500 kent J.-K.
Amforenn vegek
Amforennoù dezougen
Amforiskos
Ariballos e stumm ur berenn
Ariballos boulek
Askos
Kib kinklet gant Dionysos, Ariadne, satired ha mainadesed
Kib
Kib kinklet gant lagadoù
Kib Kassel
Kib Komast
Kib lakonian
Kib Siana
Dinos
Epikisis
Eksaleiptron
Pladenn he fesked
Skifos Glaoks
Hidria-rummad he zresadennoù du
Hidria-rummad he zresadennoù ruz- pe Kalpis
Kantaros rummad B
Kantaros rummad D
Kernos
Koton
Krater-kloc'h, 330 kent J.-K.
Krater-Kaliks, 510 kent J.-K.
Column Krater
Kiatos
Laginos
Lebes Gamikos
Lekane
Lekanis
Lekitos Deianeira, 550 kent J.-K.
lekitos skoaziek, 500 kent J.-K.
Lekitos boutin pe lekitos kranennek 490 kent J.-K.
Lekitos stumm
Loutroforos
Lidion
Mastos
Nestoris
Oinokoe Rummad 2
Oinokoe rummad 3
Oinokoe Rummad 7
Oinokoe Rummad 10
Olpe
Pelike
Pinaks (tablezenn gouestl)
Pitos
Fiale
Formiskos (amañ ur skouerenn e terracotta)
Pladenn
Plemokoe
Psikter
Piksis, 470 kent J.-K.
Piksis begek
Riton, 430 kent J.-K.
Skifos gant Hermogenes
Stamnos, 480–470 kent J.-K.
Lestr silañ
- Gisela M. A. Richter, Marjorie J. Milne, Shapes and Names of Athenian Vases, Metropolitan Museum of art, New York, 1935.