Les Beaux Gosses
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Les Beaux Gosses zo ur film gallek, sevenet gant ar filmaozour gall Riad Sattouf e 2009.
Gopret e voe Riad Sattouf er rummad « Gwellañ film kentañ » da-geñver pempvet lid ha tregont ar César, bet dalc'het d'ar 27 a viz C'hwevrer 2010. Un tammig a-raok (d'ar 15 a viz Genver) e oa bet gopret an daou aktour yaouank pennañ Vincent Lacoste hag Anthony Sonigo gant Priz Lumières ar gwellañ aktour yaouank.
Emañ Hervé o chom gant e vamm, ur vaouez dizimezet skoet gant ur diwaskadenn badus. Evel e vignon Camel ez eo sorc'hennet ar c'hrennard er merc'hed, en aner dre ma c'hwit an daou geneil war o zaol bep tro. Ne zeuont ket a-benn da gevezañ ouzh Loîc, pabor ar skolaj Éric Tabarly (e Roazhon) a zo sot an holl grennardezed gantañ ! Seblantout a ra dezhe ned int barnet nemet da hunvreal dirak pajennoù 'zo e katalog La Redoute... pa gompren Hervé ez eo piket kalon Aurore — ur plac'h e-touez koantenned e glasad — outañ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.