From Wikipedia, the free encyclopedia
Ul lenn vras er c'hreisteiz d'al Liger e Bro-Naoned eo al Lenn Veur (galleg: Grand-Lieu er vro; Lac de Grand-Lieu stumm lennek).
Kemm-digemm eo gorread al Lenn Veur : 62,92 km², met etre 35 km² en hañv ha betek 65 km² er goañv.
Bas eo al lenn, pa 'z eo 1,60 m he donder keitat, 4 m d'an donañ.
Pinvidik eo an natur eno, koulz e-keñver al loened hag ar plant. Ur mirva naturel zo eno ivez, a zo meret gant hemolc'herien. Lenn vrasañ Breizh eo a-bell, hag unan eus lennoù brasañ plaenennoù Europa ar C'hornaoueg.
E kumun Sant-Filberzh-Deaz emañ ar braz eus al Lenn Veur. Ar c'humunioù all a sko war al lenn eo :
Div stêr a ya da vagañ al Lenn Veur:
• ar stêr anvet Bolon o tont eus Vande dre ar gevred;
• an Ognon o tont eus kumun Sant-Andrev-Trizek-Hent (e departamant ar Vande bremañ), dre ar reter.
Dre ar stêr Acheno er gwalarn ez a an doureier kuit war-du ar stêr Liger.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.