Lannarstêr

kumun ar Mor-Bihan From Wikipedia, the free encyclopedia

Lannarstêr

Lannarstêr a zo ur gumun eus Breizh e kanton Lannarstêr e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Pennlec'h ha kumun nemeti Kanton Lannarstêr eo.

Muioc'h a ditouroù Anv gallek (ofisiel), Bro istorel ...
Lannarstêr
Lannarstêr hag ar pont nevez dreist d'ar Skorf.
Lannarstêr hag ar pont nevez dreist d'ar Skorf.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Lanester
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton Lannarstêr (pennlec'h)
Kod kumun 56098
Kod post 56600
Maer
Amzer gefridi
Gilles Carréric
2020-2026
Etrekumuniezh Kab an Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro an Oriant
Lec'hienn Web (fr)www.lanester.com
Poblañsouriezh
Poblañs 23 188 ann. (2022)[1]
Stankter 1 262 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 45′ 53″ Norzh
 20′ 32″ Kornôg
Uhelderioù kreiz-kêr : 5 m
bihanañ 0 m — brasañ 51 m
Gorread 18,37 km²
Lec'hiañ ar gêr
Lannarstêr
Serriñ

Douaroniezh

  • E Lannarstêr e kember Stêr ar Genkiz gant ar Blavezh, hag homañ gant ar Skorf.

Ardamezioù

Thumb En gul hadet gant erminig aour, e vantell en argant karget gant c'hwec'h goudreustell gommek en glazur.[2] • Sturiad : Ensemble et pour tous

Istor

VIvet kantved

  • Ar manac'h Gwenael vevas eno, el lec'h anvet Sant-Wenael bremañ,

XXvet kantved

1909: krouet ar gumun

  • Tapet e voe ul lodenn eus kumun Kaodan evit krouiñ kumun Lannarstêr d'ar 26 a viz Meurzh[3].

Brezel-bed kentañ

  • Ur soudard breizhat, bet ganet er gumun moarvat, a voe fuzuilhet d'an 23 a viz Even 1916 e Kalinova (Gres) gant al lu gall.

Niver an dud eus Lannarstêr marvet abalamour d'ar Brezel-bed kentañ

Muioc'h a ditouroù Bloavezh, Niver ...
Bloavezh Niver
1914 33
1915 65
1916 36
1917 14
1918 41
1919 3
1920 1
1922 2
1923 1
Hollad 196
Serriñ

da lâret eo 2,53 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].

Eil Brezel-bed

Niver an dud eus Lannarstêr marvet abalamour d'an Eil Brezel-bed

Muioc'h a ditouroù Bloavezh, Niver ...
Bloavezh Niver
1939 2
1940 46
1941 7
1942 3
1943 59
1944 45
1945 13
1946 2
1947 1
1952 1
Hollad 179
Serriñ

[4]

Darvoudoù

  • Lazhet e voe 25 den nann-soudard gant tarzhadenn ha tangwall ar 25 a viz Even 1940 dre ma oa bet entanet stokoù mazout ar Morlu gall d'an 18 a viz Even 1940 evit miret ouzh an Alamaned kemer anezhe.
  • Bombezadegoù ar Re Gevredet
    • Distrujoù bras a voe e Lannarstêr gant bombezadegoù ar Rouantelezh-Unanet hag an SUA. Lazhet e voe degadoù a dud nann-soudard.
    • Du-Kerzu 1940: tost bemnoz e son ar galv-diwall; bombezet eo an arsanailh d'ar 7 ha d'ar 27 a viz Kerzu, daou garr-nij eus ar Royal Air Force a gouezh er gumun e miz Kerzu.
    • 1941: bombezadegoù en-dro d'an 12 a viz Genver ha d'ar 15 a viz Meurzh; meur a di a zo distrujet ha daou zen nann-soudard lazhet en noz etre an 12 hag an 13 a viz Ebrel; en noz etre ar 7 hag an 8 a viz Mae, tro un eur, e kouezh bombezennoù-entanañ war ar c'hamp indezsinaat e Beg ar Men lec'h ma 'z eo lojet tud o labourat evit an Aozadur Todt: 80 labourer da nebeutañ a zo devet ez-vev, an darn vrasañ anezhe o vout Izelvroiz, Belgiz ha Spagnoled; d'ar 4 a viz Gouere eo troc'het an hent-houarn etre Lannarstêr hag Henbont; en noz war-lerc'h e klask an nijourion tizhout ar pont hent-houarn dreist d'ar Skorf, bombezennoù a gouezh en arsanailh; an arsanailh a zo tizhet c'hoazh d'an 23 a viz Du diouzh an noz, ur micherour spagnol a zo lazhet e kamp an Aozadur Todt el Lann Vras, lazhet un den war e leve ivez[5].
    • 1942: bombezadegoù stank d'ar 15 a viz Meurzh en-dro, nebeut a zistrujoù; distrujoù dister d'an 13 a viz Ebrel, klask a ra an nijourion distrujañ Pont ar Boulom dreist d'ar Blavezh[6].
    • Genver-C'hwevrer 1943: d'ar 14 a viz Genver eo roet urzh gant Winston Churchill distrujañ kement tra a c'hell servijout d'al listri-spluj alaman diazezet e Kerroman, da lâret eo bombezañ stank ha didruez An Oriant, Lannarstêr hag ar c'humunioù tro-war-dro; kerkent, d'ar 14 a viz Genver, e krog ar bombezadegoù, padout a reont betek ar 16 a viz C'hwevrer; 51 den nann-soudard a voe lazhet e Lannarstêr[7].
  • Kirri-nij eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) aet d'ar strad er gumun:
    • miz Kerzu 1940: div nijerez a gouezhas e Lannarstêr, ur Beaufort I marilhet L4474 ha kodet MW-E, gant pevar nijour en he bourzh (lazhet e voent holl, douaret int bet e bered ar gumun), d'an 20, hag un Hampden I marilhet X3141 ha kodet VN-? d'an 28, gant pevar nijour en he bourzh ivez; tri anezhe a voe lazhet, douaret e voent e bered ar gumun; 2 000 a dud a zeuas d'o obidoù; an nijour all, ur C'hanadian, a zeuas a-benn da achap, met devet-grevus e oa bet, hag ar vaouez hag en-doa kuzhet anezhañ a rankas e reiñ d'an Alamaned dre hanterouriezh ar Groaz-Ruz;
    • miz C'hwevrer 1943: d'ar 7 e kouezhas ur c'harr-nij arall eus ar Royal Air Force, un Halifax marilhet DT701 ha kodet NP-T, mervel a reas e seizh nijour, douaret e voent e Gwidel[8].
  • Savet e voe un diazlec'h listri-spluj d'an Alamaned e Lannarstêr.
  • Miz Gwengolo 1942: kemeret e voe 1000 Lur en ti-post gant tri ezel eus ar Rezistañs e dibenn ar miz[9].
  • Miz Eost 1944: c'hwec'h den nann-soudard eus Kervieg e Kaodan (daou baotr 14 vloaz en o mesk) a voe fuzuilhet e Manebos e Lannarstêr gant an Alamaned d'an 9, tamallet oute bout henchet an tankoù SUAat en tachennoù minet; pemp milour alaman a voe barnet da varv abalamour d'an torfed-mañ, fuzuilhet e voent e miz Ebrel 1946 e Koedlogon; tri den nann-soudard, Joseph Le Saëc hag e zaou vab, Joseph hag Yves, eus Kerroc'h en Henbont a voe fuzuilhet tro 3 eur goude merenn d'an 9 e Kamp Sant-Udeg ivez[10]; eizh den nann-soudard eus Lannarstêr a voe fuzuilhet gant an Alamaned d'an 26[11].

Abaoe an Eil brezel-bed

  • Abalamour d'ar brezelioù ha d'an emgannoù didrevadenniñ e varvas pemzek den eus ar gumun er Reter-Pellañ (1945-1954) ha seizh en Afrika an Hanternoz (1954-1962)[4].

Darvoudoù-sport a bep seurt

Brezhoneg

Ya d'ar brezhoneg

  • D’an 13 a viz Gouere 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'ar 26 a viz Meurzh 2010 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
  • D'ar 17 a viz C'hwevrer 2018 e oa bet roet d'ar gumun al leve 2, ha sinet gant ar gumun an engouestl evit al leve 3.

Deskadurezh

  • Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1988.
  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet 140 skoliad er c'hlasoù divyezhek (6,5 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[12].

Deskadurezh

Deskadurezh-stad

Thumb
Ar skol-vamm Eugénie Cotton, gant klasoù divyezhek
  • Skolioù-mamm
  • Kentañ-derez
  • Skolajoù:
    • Skolaj Jean Lurçat
    • Skolaj Henri Wallon, un hentad divyezhek ennañ
Thumb
Al lise Jean Macé
  • Lise Jean Macé, un hentad divyezhek ennañ.

Monumantoù ha traoù heverk

An tiez-kêr

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun (Ar C'harrbont, e kreiz-kêr)

Thumb
Muioc'h a ditouroù Bro, Niver a soudarded ...
Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) 7
Hollad 7
Serriñ

Karrnijourion e oant holl. Marvet int e miz Kerzu 1940, e-pad an Eil Brezel Bed: pevar anezhe d'an 20 , an tri arall d'an 28, pa yeas o c'harr-nij d'ar strad [13] [14].

Bered ar bigi

Monumant ha plakennoù ar re varv

  • Monumant ar re varv.
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918) en iliz katolik Sant Jozeb ar Genkiz, luc’hskeudenn[15].

Savadurioù relijiel katolik

Armerzh

Labour-douar ha sevel-loened

  • Chom a ra atantoù e Reter ar gumun; 12 labourer-douar a oa e Lannarstêr hervez niveradeg an EBSSA e 2007, 18 e oant e 1999[16].

Traezh-mor

  • Diskarget e vez traezh e Lannarstêr gant kobiri sabr.

Sevel-bigi

  • Ar sevel-bigi, da gentañ evit Kompagnunezh an Indez, hag evit ar Morlu Gall war-lerc'h, a oa hag a zo chomet a-bouez evit displegañ istor hag armerzh Lannarstêr.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1911

Niver a annezidi

[17].

Melestradurezh

  • An Intron Thérèse Thiéry, maerez Lannarstêr (2004-2020).
Muioc'h a ditouroù Mare, Anv ...
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
1909-1919Jean-Marie Le Halpert
1919-1941Pierre RogelSFIO
1941-1944Eugène MorvanAnvet gant Gouarnamant Vichy
1944-1945Pierre RogelSFIO
1945-1953Robert BoulayStrollad Komunour Gall
1953-1996Jean MauriceStrollad Komunour GallKuzulier jeneral Kanton Lannarstêr (1982-1998)
1996-2001Jean-Pierre AnfréStrollad Komunour Gall
2001-2004Jean-Claude PerronTu-kleiz, distrollad (Association Lanester Nouvelle Citoyenneté: LNC)Kuzulier jeneral
2004-2020Thérèse ThiéryTu-kleiz, distrollad (Association Lanester Nouvelle Citoyenneté: LNC)Kuzulierez jeneral , 1 Besprezidantez Kab an Oriant
abaoe miz Mae 2020Gilles CarréricTu-kleiz: LNC, PS, UDB, h.a.
Serriñ

Post[18]

  • Ti-post, straed François Mauriac.
  • Ti-post, straed Jean Jaurès.

Straedoù

  • Ur straed Lenin zo.
  • Ur straed Stalin a oa, etre 1953 ha 1978. Divadezet e voe gant ar maer PCF. Hiriv eo anvet straed François-Billoux.

Tud

  • Robert Boulay, maer,
  • Roque Carrion, ezel eus ar Rezistañs,
  • Gwenael, bet marvet eno e 590, eil abad abati Landevenneg e oa bet,
  • Albert Le Bail ha Jean-Louis Primas, izili eus ar Rezistañs,
  • Émile Marcesche, embreger,
  • Jean Maurice, maer adalek 1953 betek 1996,
  • Benito Mussolini, dispac'hour italian[19].
  • Roger Penverne, milour er rejimant "Normandie-Niemen".

Tud bet ganet eno

Gevelliñ

Levrlennadur (e galleg)

  • (fr)Léone Beaumes, Lanester au fil de notre histoire, Bretagne Graphique Imprimerie, 1985;
  • (fr)André et Lucette Leclère, Images et mémoires de Lanester, Édition à compte d’auteur, Lanester, 1999;
  • (fr)Dominique Le Guidec, Un arsenal et des hommes, collection "Libre expression", Éditions Liv'Éditions, Le Faouët, 1995;
  • (fr)Yann Lukas , Lanester, histoire d’une ville, Éditions Palantines, Quimper, 1999;
  • (fr)Mairie de Lanester, Lanester, histoire d’une Libération, Atelier d’Impression Lorientais, Lanester, 1995;
  • (fr)Jean-Noël Retière, Identités ouvrières : histoire sociale d’un fief ouvrier en Bretagne 1909-1990, Éditions L’Harmattan, Paris, 1995.
  • (fr)Claude Le Colleter, Lanester, rivages d'histoires et de légendes, Éditions Liv' Editions, 2008.

Liammoù diavaez

Dave ha notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.