Capability Brown
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Lancelot Brown, ganet e 1715–16, badezet d'an 30 a viz Eost 1716 hag aet d'an Anaon d'ar 6 a viz C'hwevrer 1783, brudet dre e lesanv Capability Brown, a oa ur gweledvaour saoz.
Lavaret e vez diwar e benn e oa "the last of the great English 18th century artists to be accorded his due" ha "Gwellañ liorzhaozour Bro-Saoz". Savet en doa bet 170 park, darn anezho a zo c'hoazh anezho hiziv-an-deiz. Lesanvet e oa bet "Capability" dre ma embanne alies d'e bratikoù e oa "posubl" da wellaat kalz o douaroù. Ken brase eo bet e levezon war al liorzharzourien, ken ma tisoñjer alies ar pezh a zegasas d'an English garden Charles Bridgeman ha William Kent a oa bet araozañ. Skrivagner buhez ha difenner Kent, Horace Walpole, a skrivas e oa bet "a very able master" war-lerc'h Kent.
Er bloavezhioù 1760 e istimer e veze paeet Capability e-tro £6000 (war-dro £753 000 e 2016) bep bloaz, goulenn a rae £500 (war-dro £62 700 e 2016) evit pep pezh labour sevenet gantañ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.