La Belle Ferronnière

taolenn gant Leonardo da Vinci From Wikipedia, the free encyclopedia

La Belle Ferronnière
Remove ads

La Belle Ferronière zo ul livadur 62 x 44 cm graet etre 1495 ha 1497 war un daolenn koad kraoñ. Un oberenn a-bouez eo, war ziskouez e Mirdi al Louvre e Pariz. Krediñ a reer eo bet graet gant Leonardo da Vinci ha kenlabourerien dezhañ, hogen n'eo ket peurasur.

Thumb
La Belle Ferronière
Leonardo da Vinci

Poltred un itron dizanv eo, ha pell eo chomet dianav. Hiriv e ouzer eo Lucrezia Crivelli, unan eus serc'hed Lodovico Sforza. Met ur vojenn zo ivez diwar-benn an daolenn.

Remove ads

Mojenn

Hervez ur vojenn e oa un itron Ferron hag a oa deuet da vout unan eus serc'hed ar roue gall Frañsez Iañ. An aotrou Ferron a oa dogan eta hogen ne oa ket kontant abalamour da se. Kontañ a reer en dije tapet kleñved Naplez da reiñ d'e bried evit ma roje-hi ar c'hleñved d'ar roue[1].

Bravig

E galleg e vez graet belle ferronière eus ur c'hinkladur, anezhañ ur gordennig skoulmet a-drek ar penn gant ur gameenn pe ur maen prizius war an tal.

Notennoù

Pennad kar

Loading content...
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads