From Wikipedia, the free encyclopedia
Republik Kazakstan pe, ent-berr Kazakstan (kazakeg : Қазақстан, Qazaqstan, [qɑzɑqˈstɑn] ; rusianeg : Казахстан, [kɐzəxˈstɐn]), a zo ur vro vras-ec'hon eus Azia ar C'hreiz, un darnig vihan a zo en Europa avat, er c'hornaoueg d'ar stêr Oural. Dre he gorread eo an navet brasañ bro eus ar bed, met didud a-walc'h eo, gant 6 den dre km², abalamour d'ar stepennoù dezherzhek. Un tammig en tu-hont da 15 milion a dud a oa o chom enni e 2005. Bevennoù he deus gant Kevread Rusia, Republik Pobl Sina, Kyrgyzstan, Ouzbekistan ha Turkmenistan. Hediñ a ra ivez Mor Kaspia. Kazakstan a oa ur republik eus an ez-Unaniezh Soviedel. Bremañ eo ezel eus Kenglad ar Stadoù Dizalc'h.
Қазақстан Республикасы (Qazaqstan Respūblīkasy) Республика Казахстан (Respublika Kazakhstan) | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Yezhoù ofisiel | Kazac'heg, Rusianeg | ||||
Kêr-benn | Astana | ||||
Prezidant | Kassym-Jomart Tokayev (Қасым-Жомарт Тоқаев) | ||||
Kentañ Ministr | Oljas Bektenov (Олжас Бектенов) | ||||
Gorread | 2 717 300 km² | ||||
Poblañs - Hollad (2001) Stankder |
15 143 704 6/km² | ||||
Dizalc'hiezh diouzh |
URSS 16 a viz Kerzu 1991 | ||||
Moneiz | Tenge | ||||
Kod kenrouedad | .kz |
Ur Republik ur Prezidant en e benn eo Kazakstan. Nursultan Nazarbayev a oa bet addilennet evit 7 bloavezh e 1999 goude dilennadegoù Prezidant ha ne oant ket bet kavet reizh gant an Aozadur evit ar Surentez hag ar C'henlabour en Europa. Abaoe eo bet addilennet bep tro.
14 oblys (proviñs) a zo, ha 3 c'hêr (qala*) : Almaty, Almaty*, Aqmola (Astana), Aqtobe, Astana*, Atyrau, Batys Qazaqstan (Oral), Bayqongyr*, Mangghystau (Aqtau), Ongtustik Qazaqstan (Shymkent), Pavlodar, Qaraghandy, Qostanay, Qyzylorda, Shyghys Qazaqstan (Oskemen), Soltustik Qazaqstan (Petropavl), Zhambyl (Taraz).
2,7 milion km² a zo d'ur vro, ken bras ha kornôg Europa.
Nursultan eo ar gêr-benn abaoe miz Mezheven 1998, e-lec'h Almaty.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.