From Wikipedia, the free encyclopedia
Karel Čapek (9 a viz Genver 1890 – 25 a viz Kerzu 1938) zo ur skrivagner tchek, unan eus ar re vrudetañ en XXvet kantved. Eñ (pe e vreur Josef Čapek) eo a c'hovelias ar ger robot implijet evit ar wech kentañ en e levr skiant-faltazi R. U. R. - Rossumovi Univerzální Roboti.
Ganet e voe e Malé Svatoňovice, en un amzer ma oa Tchekia e dalc'h Impalaeriezh Aostria. Goude ar skol eil derez e reas studioù istor, e Prag da gentañ hag e Berlin ha Pariz goude-se.
Dre ma oa klañvidik ne voe ket kaset d'an arme e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Goude ar brezel e labouras evel kazetenner ha ren a reas c'hoariva Prag e deroù ar bloavezhioù 1920. Mervel a reas, gant un danijenn skevent, nebeut amzer a-raok aloubidigezh Tchekia gant an Alamaned da-heul Emglevioù München. Daoust dezhañ bezañ marv e voe gwelet evel un enebour gant an Nazied, dre ma oa ur skrivagner brudet e vennozhioù a-enep an hollveliouriezh ha dre ma oa mignon da brezidant kentañ Tchekoslovakia Tomáš Garrigue Masaryk. Kaset e voe e vreur Josef da gamp Bergen-Belsen ha mervel a reas eno.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.