From Wikipedia, the free encyclopedia
Yaou (diwar ar ger latin Jovis), pe Jupiter (diwar ar ger latin Jupiter pe Juppiter) a zo doue pennañ ar Romaned. Roue an doueed hag an dud e oa.
Yaou ha Jupiter a zo daou anv evit ar memes doue hag an daou anv-se a zo bet kemmesket dre ma tremene an amzer. Ar stumm Jovis en doa lakaet ar Romaned da grediñ, poent zo bet, e oa tro-c’henel ar ger, hag e oa Jupiter tro-envel ar ger. En italianeg e vez lavaret Giove, hag anavezet eo ivez e saozneg gant ar stumm Jove, dreist-holl en estlammadell "By Jove!".
Jupiter a dalvez an “doue-tad”. Klotañ a ra eta an doue-se gant Zeus pater ar C'hresianed kozh, Dagda pe Taranis ar Gelted, ha Thor ar C’hermaned.
E-barzh geriadur Gregor Rostren (1732) e kaver kement-mañ : « JUPITER, roi des Titans, mis au nombre des Dieux, Yaou, Yau, You, ar roüe Yaou, ar fals-doüe Yau. » Diwar anv an doue-se eo e teu, anat eo, anv an deiz : Yaou (Iau e kembraeg) hag an adverb “diriaou” (an deiz gouestlet da Yaou).
Tad ha mestr an holl zoueoù e oa gant ar Romaned, doue an oabl, ar gouloù, ar c’hurun hag al luc’hed. Eñ eo ivez an hini a zegas pinvidigezh war an Douar, ha diwaller meur Roma e oa. Gouestlet e oa ar C'hapitol dezhañ. Kred e oa eus al leoù hag ar c’hontradoù. Eilet e oa gant Juventus (Yaouankiz) ha Terminus (bevenn an amzer hag an egor). Skeudennet e vez alies gant luc'hed en e zorn ha gant un erer.
Ur bern bugale en doa amañ hag ahont, rak prest e veze da lammat war gement koantenn, doueez pe maouez, a blije dezhañ. Klask a rae kuzhat e garantezioù hag e vugale ouzh e wreg Juno met ne deue ket a-benn atav. Gant se he devoa bec'h an itron o klask mirout ouzh e droioù.
Roet en deus e anv da blanedenn vrasañ koskoriad an Heol : Yaou.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.