From Wikipedia, the free encyclopedia
Job Seite pe Jozef Seite, bet ganet d'an 18 a viz Eost 1919 e Kleder (Penn-ar-Bed, Breizh) hag aet da Anaon d'ar 25 a viz Mae 1985, a oa ur beleg breizhat hag ur c’helenner. Breur Visant Seite e oa.
Beleget e voe d'an 18 a viz Mezheven 1944 e Lesneven. Goude-se e voe anvet da gelenner matematik e Skol-an-Aod, e Gwiseni. Eno e savas ur bagad sonerien. Iz-rener ar skol e voe e 1961.
Bet diskibl da Yann-Vari Perrot, sevel a reas kantikoù brezhonek (evel « Sell ouz an heol o sevel », « Aotrou Doue, euz an neñvou », pe «« Meulom a greiz kalon »). Skoazell a roas ivez da lazioù-kanañ er parrezioù e-pad ar bloavezhioù 1950 ha 1960. Bet e voe ivez animatour abadennoù skingomz e brezhoneg er bloavezhioù 1960 ha 1970.
E penn-kentañ bloazioù 1950 e voe anvet Job Seite da aluzenner Bleun-Brug Bro-Leon. Labourat a reas dreist-holl evit Gouelioù ar Bleun-Brug, ha devezhioù-studi ar Bleun-Brug e-pad an hañv[1].
Labourat a reas Job Seite da sikour an Aotrou 'n Eskob Visant Fave, eskob skoazeller Kemper ha Leon, ha rener « Kenvreuriez ar Brezoneg », evit troidigezh hag embannadur brezhonek al Levr-oferenn goude sened-meur Vatikan II. Job Seite e voe ar sekretour karget da sevel roll an troidigezhioù ha d'o embann e kaieroù bras, anvet «Kaierou Kenvreuriez ar Brezoneg », a veze embannet bep tri miz e Gwiseni. Rener ar c'haierou e voe ivez eus 1971 da 1979 (nn. 15 da 50), goude marv Pêr-Yann Nedelec e 1971.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.