From Wikipedia, the free encyclopedia
Jerome David Salinger, pe J. D. Salinger (hervez a zo skrivet war goloioù e levrioù), ganet d'an 1 a viz Genver 1919 e New York ha marvet d'ar 27 a viz Genver 2010 e Cornish (New Hampshire), a oa ur skrivagner stadunanat, brudet gant e romant The Catcher in the Rye.
J. D. Salinger a oa ganet e New York ha savet en ur familh mat ar stal ganti e karter an Upper West Side. E 1942 e voe galvet d'ober e goñje ha kemeret perzh gantañ e dilestradeg ar 6 a viz Even 1944 en Utah Beach. Gwall fromet e voe neuze gant an emgannoù hag ar c'hampoù-bac'h.
E 1948 ec'h embannas e zanevell gentañ hag a zegasas brud dezhañ. E 1951 e voe embannet e romant The Catcher in the Rye ma tezrevell tri devezhiad kantreadenn ur c'hrennard e New York. Troet e voe e meur a yezh ha berzh a reas er bed a-bezh.
Goude bezañ embannet un nebeud danevelloù all betek kreiz ar bloavezhioù 1960 ec'h eas Salinger da ren e vuhez pell diouzh ar gazetennerien, e New Hampshire.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.