Ur jener a vez alies d'an dibennoù-gerioù, ha da re an anvioù-kadarn e brezhoneg evel e meur a yezh, ar yezhoù latin da skouer.
E brezhoneg ez eus tri rumm dibennoù d'an anvioù-kadarn :
- an dibennoù gourel : da skouer, -er, evel en anv labourer
- an dibennoù nepreizh, na gourel na gwregel : ad, ig, vezh. Neuze e vez
- gourel tiad ha kofad evel ti, ha kof, ha gwregel gwerennad evel gwerenn,
- gourel paotrig evel paotr, ha gwregel merc’hig evel merc'h,
- ar baotredigoù, ar merc'hedigoù, evel ar baotred, ar merc'hed
- gourel devezh evel dez (deiz), ha gwregel nozvezh evel noz.
- ach, evel e-barzh moc’hach, gallegach (heñvel gant aj).
- ad, pa verk anv ur paotr, eus ur vro a-wechoù: Breizhad, kenvroad, pe ur perzh bennak all harluad, loread
- adur, evel e-barzh aozadur, sevenadur, krouadur (n’eus nemet plijadur, ha magadur hervez tud zo, a zo benel)
- aer (evel er): pesketaer, bezhinaer.
- aj, evel ach, e-barzh evaj
- amant : gwiskamant, gouarnamant (ar c'houarnamant koulskoude e yezh leon);
- an : Amerikan, Italian, pagan
- ard : krennard, duard
- der : tommder, uhelder
- di (evel ti): komiserdi
- ed (evel dibenn unan): kleñved, yec’hed, sec’hed, ha kleved, gweled
- eg,
- evel anv-yezh: ar brezhoneg, ar c'hembraeg,
- evel anv-kadarn (un teodeg) savet diwar un anv-gwan (teodek): ur penneg, un troadeg, ur genaoueg, ur c'hofeg, un ezhommeg
- diouzh ezhomm e vo graet un anv gwregel anezhañ: un deodegez, ur gofegez
- eger : brezhoneger, galleger
- er : kaner, kousker,
- erezh : sonerezh, meulerezh, medisinerezh, politikerezh
- iad : prizoniad (evel ad).
- gan : klemmgan, meulgan (savet diwar kan, ger gourel)
- lec’h : staotlec'h, fouzhlec'h, chomlec'h
- our : beajour
- ter : liester
- ti : abati, prefeti
- va : aerva, c’hoariva
- van : klemmvan; peurvan, tremenvan (ar memes ger, a orin, eo va ha van);
- ved : kantved, milved.
- adeg, a verk un ober graet gant un toullad tud pe loened:
- redadeg, bodadeg, harzhadeg, mouezhiadeg;
- ret e vo ober ar c'hemm etre harzhadennoù (ur c'hi), ha harzhadeg (meur a gi).
- adegezh : dereadegezh
- adelezh : broadelezh
- adell : kuzhiadell
- adenn : galvadenn, pourmenadenn
- adurezh : deskadurezh
- añs : fiziañs, dismegañs
- antez : karantez, gwellantez
- ded : izelded, uhelded
- edenn, § enn, steredenn
- edigezh : kevredigezh, § idigezh
- eg, pa verk ul lec’h hepken evel e-barzh lanneg*, balaneg*, foenneg*
- hag ivez aoueg, evel e-barzh deliaoueg, geriaoueg
- egezh : naonegezh, talvoudegezh
- elezh: santelezh, breizhadelezh, broadelezh
- ell : evel e c’hoariell, skubell, roc’hell, rastell, kontell
- enn, evel e tomatezenn, orañjezenn, (§ ezenn) lêrenn, gwerenn, a servij d'ober anvioù gwregel gant anvioù gourel zo, evel e toenn, mogerenn, krennardenn, ha goude pennrannoù verboù : gortozenn, pedenn, pe anvioù-gwan : tostenn, hanterenn
- entez : paourentez, berrentez
- ez: a servij d'ober anvioù gwregel gant anvioù gourel zo, evel kiez, mestrez, paourez,
- war-lerc'h an dibenn er : kanerez
- war-lerc'h an dibenn our: klañvourez
- ezh : pinvidigezh (met gourel eo tiegezh)
- ezenn, unander meur a anv-stroll
- id: beuzid, kistinid
- iezh : kerentiezh, unaniezh, fallagriezh
- igell : karrigell
- igezh : ganidigezh
- idigezh: savidigezh, tristidigezh
- ikell: troadikell
- ijenn : yenijenn, teñvalijenn
- iz: yaouankiz, frankiz, oberiantiz, ar goantiz;
- nez : furnez, levenez;
- ni : ar gozhni;
- oni : melkoni, c’hwervoni;
- oniezh : yezhoniezh;
- orzh : liorzh, buorzh;
- ouri : ur verouri;
- ouriezh : yezhouriezh, maenouriezh;
- ted : brasted;
- usted: efedusted, siriusted, (evel ded ha ted);
- vedenn : un dekvedenn, ur vilvedenn.