James Dean

From Wikipedia, the free encyclopedia

James Dean

James Byron Dean, bet ganet d'an 8 a viz C'hwevrer 1931 hag aet da Anaon d'an 30 a viz Gwengolo 1955, a oa un aktour stadunanat.

Fedoù berr-ha-berr
James Dean
Thumb
James Dean (c. 1953)

Ganedigezh8 a viz C'hwevrer 1931
Marion, Indiana
Stadoù-Unanet
Marv30 a viz Gwengolo 1955
Cholame, Kalifornia
Stadoù-Unanet
Broadelezh Stadunanat
Abeg ar marvGwallzarvoud karr-tan
DouaridigezhFairmount, Indiana
Stadoù-Unanet

MicherAktour
Resped1950-1955
PennoberennRebel Without a Cause
("Rebell digrog", 1925)

Thumb
Serriñ
Thumb
Ur Porsche 550 Spyder
e-tal ar preti James Dean e Praha
En ur c'harr heñvel e varvas an aktour

Brudet eo evel un ikon sevenadurel evit ar grennarded kerseet hag en o unan, evel ma oa bet embannet en e ditl er film Rebel Without a Cause (1955). Er film-se e c'hoarias roll Jim Stark, ur c'hrennard o stourm a-enep kudennoù an oad-se.
Daou roll all o deus degaset brud bras da James Dean : Cal Trask er film East of Eden (1955) ha Jett Rink er film Giant (1956).

Marv trumm James Dean en ur gwallzarvoud karr-tan a roas dezhañ ur statud a vojenn. Bez' e voe an aktour kentañ o vezañ enoret goude e varv gant un Academy Award for Best Actor.
Chom a ra hiziv-an-deiz c'hoazh an aktour nemetañ o vezañ bet lakaet div wech war ar renk evit prizioù goude bezañ marvet. E 1999, an American Film Institute a lakaas anezhañ da dizhout an 18vet plas evel aktour.

Yaouankiz

James Byron Dean a voe ganet d'an 8 a viz C'hwevrer 1931, er ranndi Seven Gables e korn ar 4th Street ha McClure Street e Marion, Indiana. Ar bugel nemetañ eo da Winton Dean ha Mildred Marie Wilson. Saoz eo orin pennañ James Dean, hag un nebeud orinoù alaman, iwerzhonat, skosat ha kembreat a gaver ivez.
Hervezañ e oa ivez orinoù indian-amerikan a-berzh e dad, hag ar vamm (hervezañ c'hoazh) a vefe bet ezel eus ul «linenn trevadennerien deuet dre ar vag Mayflower ».

Filmlennadur

Muioc'h a ditouroù Bloaz, Titl ...
Bloaz Titl Roll Rener Notennoù
1951 Fixed Bayonets! Doggie Samuel Fuller Meneg ebet eus James Dean en arlizh.
1952 Sailor Beware Gourdoner Boks Hal Walker
1952 Deadline – U.S.A. Kazetenner yaouank Richard Brooks
1952 Has Anybody Seen My Gal? Krennard er feunteun Soda Douglas Sirk
1953 Trouble Along the Way Arvester Football Michael Curtiz
1955 East of Eden Cal Trask Elia Kazan Golden Globe Special Achievement Award for Best Dramatic Actor
Jussi Award for Best Foreign Actor
Anvet;– Academy Award for Best Actor
Anvet;– BAFTA Award for Best Foreign Actor
1955 Rebel Without a Cause Jim Stark Nicholas Ray Anvet;– BAFTA Award for Best Foreign Actor
1956 Giant Jett Rink George Stevens Anvet;– Academy Award for Best Actor, (Roll diwezhañ)
Serriñ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.