From Wikipedia, the free encyclopedia
Izabel Stuart, pe Izabel Bro-Skos, ganet entre 1425 ha 1427 ha marvet en 1494, a oa priñsez eus Bro-Skos ha dugez Breizh.
Merc'h e oa da Jakez Iañ Skos ha da Jeanne Beaufort, dugez e voe entre 1442 ha 1450 dre ma oa dimezet da Frañsez ar C'hentañ, dug Breizh. Mamm e oa da Mari Breizh
Brudet e oa kened he c'hoar henañ, Marc'harid Bro-Skos, dimezet da 11 vloaz d'an daofin gall, a voe roue diwezhatoc'h, hogen kaeroc'h c'hoazh e veze kavet Izabel ha setu an dug Yann V da c'houlenn he dorn evit e vab Frañsez Iañ. Hag eñ da gas kannaded da Skos evit ma teufent goude da zegas keloù dezhañ eus gwir goantiz ar plac'h. Deuet en-dro setu ar gannaded da gontañ e oa ur plac'h kaer, serzh (unan dort a vije bet dizereat), grasius, nemet berr a spered. Ma respontas an dug:
Ha dimezet e voe Izabel da Frañsez e kastell an Alre d'an 30 a viz Here 1442, goude ez eas al lez da Roazhon, ha fest a voe e-pad eizhtez. Tri bloaz goude, e 1445, pa varvas he c'hoar Marc'harid Bro-Skos e Bro-C'hall, e skrivas Izabel ul levr pedennoù aourlivet.
Pa varvas he fried Frañsez ar C'hentañ en 1450, ha hi 25 bloaz, en em dennas Izabel da Wened en un ti savet gant ar c'hañseller Jean de la Rivière. Ti an teir dugez a lavarer eus an ti.
Mervel a reas en 1494 ; beziet e voe en Iliz-veur Gwened.
Daou vugel o doe Izabel ha Frañsez:
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.